Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 22:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Met er-maez e vo ar chas, ar sorserien, ar re hudur, ar vuntrerien, an idolourien, ha piv bennak a gar hag a ra ar gaou.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

15 Mes en diaveaz e vezo an dud impudic, an ampoezonerien, ar re lubric, ar muntrerien, an idolatred, ha kement hini a gar hag a ra ar gaou.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 22:15
29 Referencias Cruzadas  

Roue Israel a lavaras da Jozafad: C'hoazh ez eus un den a c'heller goulenn ali digant an AOTROU drezañ, met e gasaat a ran, rak ne vez profedet gantañ mad ebet diwar va fenn, met atav an droug: Mika mab Jimla eo. Jozafad a lavaras: Ra ne gomzo ket ar roue evel-se!


Ar muzelloù touellus a zo un euzhusted evit an AOTROU, met ar re a ra gant gwirionez a blij dezhañ.


He zi eo hent lec'h ar marv, a ziskenn betek chomlec'h ar marv.


En em zalc'h eta gant da achanterezh ha gant niver bras da strobinelloù, ez out en em skuizhet ganto adalek da yaouankiz. Marteze e c'helli tennañ gounid diouto, marteze e teui da vezañ spontus.


Dont a raio warnout an daou dra-se, en ur pennad hag en un hevelep deiz: kañvoù a vugale hag intañvelezh. Dont a raint warnout war un dro, en abeg da niver bras da strobinelloù, hag en abeg da c'halloud da achanterezh.


Met c'hwi, tostait amañ, mibien ar sorserez, gouenn an avoultrer hag ar c'hast!


Ar brofeded a brofed gevier, an aberzhourien a ren drezo, ha va fobl he deus kavet plijadur e kement-se. Petra a reot pa zeuio an diwezh?


Hag e tostain ouzhoc'h evit ar varnedigezh, hag ec'h hastin testeniañ a-enep ar sorserien, a-enep an avoultrerien, a-enep ar re a dou e gaou, ar re a zalc'h gopr al labourer, a wask an intañvez hag an emzivad, a noaz d'an diavaeziad, ha na zouj ket ac'hanon, eme AOTROU an armeoù.


Na roit ket an traoù santel d’ar chas ha na daolit ket ho perlez dirak ar moc’h, gant aon n’o mac’hfent hag, o tistreiñ, na ziskolpfent ac’hanoc’h.


met bugale ar rouantelezh a vo taolet e deñvalijenn an diavaez, e-lec’h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.


Piv ac’hanoc’h a gendrec’ho ac’hanon a bec’hed? Mar lavaran ar wirionez, perak ne gredit ket ac’hanon?


Douget e oant dezhañ dre m’en doa abaoe pell amzer souezhet anezho gant e oberoù sorserezh.


Ne zegasi ket e ti an AOTROU da Zoue gopr ur c'hast na priz ur c'hi evit gouestl ebet, rak o-daou a zo un euzhusted dirak an AOTROU da Zoue.


Diwallit diouzh ar chas, diwallit diouzh ar labourerien fall, diwallit diouzh ar fals amdroc’hidi.


rak abalamour d’an traoù-se e teu kounnar Doue war vibien an disentidigezh.


ar c’hadaled, ar skilbaotred, ar varc’hadourien-sklaved, ar c’haouiaded, ar falstouerien, hag evit kement a zo kontrol d’ar gelennadurezh yac’h,


Sklêrijenn al lamp ne lugerno ken ennout, ne vo klevet ken ennout na mouezh an ozhac’h na mouezh ar wreg yaouank, rak da varc’hadourien a oa re vras an douar hag an holl vroadoù a zo bet touellet gant da strobinelloù.


Ne d-aio e-barzh netra hudur, nag hini eus ar re en em ro d’an euzhusted ha d’ar gaou, met hepken ar re a zo skrivet o anvioù e levr a vuhez an Oan.


Met evit ar re zidalvez, ar re ziskredik, ar re euzhus, ar vuntrerien, ar c’hastaouerien, ar strobinellerien, an idolourien hag an holl c’haouiaded, o lod a zo er stank o teviñ gant tan ha soufr, ar pezh a zo an eilvet marv.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos