Neuze Shekania mab Jehiel, eus mibien Elam, a gomzas o lavarout da Ezdra: Pec'het hon eus a-enep hon Doue o kemer gwragez estren a-douez pobloù ar vro-mañ. Met bremañ ez eus c'hoazh un esperañs evit Israel diwar-benn kement-se.
Mar en deus pec’het unan bennak en ur ober diratozh a-enep unan eus gourc’hemennoù an AOTROU un dra na dle ket bezañ graet, e vo kablus hag e tougo e zireizhder.
Kinnig a raio d’an aberzhour evit e gablusted un tourz disi, kemeret e-touez al loened bihan hervez da brizadur; an aberzhour a raio evitañ dic’haou ar pezh en deus graet diratozh hag hep gouzout, hag e vo pardonet dezhañ.
Ma ne c’hell ket pourchas un oan pe ur c’havr, e kinnigo d’an AOTROU evel aberzh a gablusted evit ar pezh en devo graet div durzhunell pe div goulm yaouank, unan evel aberzh-dic’haouiñ hag eben evel loskaberzh.