Hag holl Israel a anavezas ar varn en doa graet ar roue. Hag e voe doujañs e-keñver ar roue, rak gwelout a rejont e oa ennañ furnez Doue evit barn gant reizhder.
Koloseiz 3:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ra chomo ger Krist gant fonnder ennoc’h e pep furnez; en em gelennit hag en em aliit an eil egile dre salmoù, meulganoù ha kanaouennoù speredel, o kanañ en ho kalonoù d’an Aotrou gant anaoudegezh vat. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ra zeui Ger ar C’hrist da choum enoc’h gant he holl leunder, m’ho kargo a bep furnez. En em deskit, hag en em exhortit an eil egile, dre salmou, canaouennou ha canticou spirituel, o cana en ho calonou d’an Aotrou gant anaoudegez‐vad. |
Hag holl Israel a anavezas ar varn en doa graet ar roue. Hag e voe doujañs e-keñver ar roue, rak gwelout a rejont e oa ennañ furnez Doue evit barn gant reizhder.
Hag e oa o niver, gant o breudeur desket da ganañ d'an AOTROU , holl anezho ampart: daou c'hant eizh ha pevar-ugent.
Rak gwechall, en amzer David hag Azaf, e oa mestroù-ganerien, ha kanaouennoù a veuleudi hag a drugarekadennoù da Zoue.
N'on ket pellaet diouzh gourc'hemenn e vuzelloù, miret em eus gerioù e c'henoù muioc'h eget na oa ret.
Salm David. Da veuliñ a rin eus kreiz va c'halon, kanañ a rin da veuleudioù dirak Doue.
An AOTROU a zo va nerzh ha va skoed. Va c'halon en deus fiziet ennañ hag on bet sikouret. Va c'halon ivez a zo laouenaet, hag e veulan anezhañ dre va c'hanennoù.
Te eo va repu, va diwall a rez eus an estrenvan, va gronnañ a rez gant kanaouennoù a zieubidigezh. Ehan
Ar furnez eus un den ijinus eo lakaat evezh ouzh e hent, met sotoni an amoeded a zo touellerezh.
evit nac'hañ ar reizhder d'ar beorien, evit lemel o gwir digant re ezhommek va fobl, evit ober eus an intañvezed o freizh, evit skrapat an emzivaded!
En deiz-se e vo kanet ar c'hantik-mañ e bro Juda: Ur gêr greñv hon eus, ar silvidigezh a vo lakaet enni evit moger-difenn hag evit ramparzh.
Kanañ a reot evel en noz ma vez lidet ar gouel, levenez ho po en ho kalon evel an hini a gerzh ouzh son ar fleüt, evit dont da venez an AOTROU, etrezek Roc'h Israel.
Kanañ a rin evit va c'haret-mat kanaouenn va muiañ-karet war e winieg. Va c'haret-mat en doa ur winieg war ur grec'hienn druz.
En em gavet eo da gomzoù, hag o debret em eus, ha da gomz a zo evidon joa ha levenez va c'halon. Rak da anv a zo galvet warnon, AOTROU, Doue an armeoù.
Mont a reas neuze ganto hag e teuas da Nazared hag e touje dezho. E vamm a vire an holl draoù-se en he c’halon.
Mar chomit ennon ha mar chom va gerioù ennoc’h, e c’houlennot ar pezh a fello deoc’h ha kement-se a vo roet deoc’h.
Va breudeur, me am eus an diarvar ez oc’h leun a vadelezh, karget a bep anaoudegezh, barrek d’en em aliañ an eil egile.
Petra eta a zo d’ober? Pediñ a rin dre ar spered, met pediñ a rin ivez dre ar skiant. Kanañ a rin dre ar spered, met kanañ a rin ivez dre ar skiant.
Petra eta a zo d’ober, breudeur? Pa en em vodit, pep hini ac’hanoc’h ha bez’ en deus ur c’hantik, ur gelennadurezh, ur yezh, un diskuliadur, ur jubennadur? Ra vo graet pep tra evit kenteliañ.
evit ma teuio Doue hon Aotrou Jezuz-Krist, an Tad a c’hloar, da reiñ deoc’h ur spered a furnez hag a ziskuliadur en e anaoudegezh,
komzit etrezoc’h dre salmoù, meulganoù, kanaouennoù speredel, o kanañ hag o salmiñ a galon meuleudioù d’an Aotrou.
Eñ eo an hini a brezegomp, oc’h aliañ pep den hag o kelenn pep den e pep furnez, evit lakaat pep den da vezañ peurvat e Krist Jezuz.
Setu perak ivez, abaoe an deiz ma hon eus klevet kement-se, n’hon eus ket paouezet da bediñ evidoc’h ha da c’houlenn ma vefec’h leuniet eus anaoudegezh e volontez, e pep furnez ha klevidigezh speredel,
Ra vo atav ho komz leun a c’hras ha temzet gant holen, en un doare da c’houzout respont da bep hini evel ma’z eo dleet.
Rak n’eo ket a-walc’h ma’z eo bet klevet ger an Aotrou eus ho pro e Makedonia hag en Akaia, met ar feiz hoc’h eus e Doue a zo bet anavezet e pep lec’h, en hevelep doare ma n’hon eus ezhomm ken da gomz.
Koulskoude na sellit ket outañ evel ouzh un enebour, met kelennit anezhañ evel ur breur.
Kemenn da re binvidik ar c’hantved-mañ ma chomint hep bezañ ourgouilhus hag hep lakaat o esperañs en argred ar pinvidigezhioù, met en Doue bev a ro deomp an holl draoù gant fonnusted evit ma laouenafemp ganto,
Abaoe da vugaleaj ec’h anavezez ar Skriturioù Santel a c’hell da zeskiñ evit ar silvidigezh dre ar feiz a zo e Jezuz-Krist.
Ma vank furnez da unan bennak ac’hanoc’h, ra c’houlenno digant Doue a ro d’an holl gant largentez hep rebech, hag e vo roet dezhañ.
Ar furnez eus an nec’h a zo da gentañ glan, goude peoc’hiek, habask, poellek, leun a drugarez hag a frouezh mat, hep ober van eus diaveazioù hag hep pilpouzerezh.
Ha bez’ ez eus unan bennak poaniet en ho touez? Ra bedo. Ha bez’ ez eus unan bennak el levenez? Ra gano kantikoù.
Tadoù, skrivet em eus deoc’h dre ma hoc’h eus anavezet an hini a zo adalek ar penn-kentañ. Tud yaouank, skrivet em eus deoc’h dre ma’z oc’h kreñv, ma chom ger Doue ennoc’h ha ma hoc’h eus trec’het an hini drouk.
Ra chomo ennoc’h eta ar pezh hoc’h eus klevet adalek ar penn-kentañ. Mar chom ennoc’h ar pezh hoc’h eus klevet adalek ar penn-kentañ, c’hwi a chomo ivez er Mab hag en Tad.
Met an oleviadur hoc’h eus resevet digantañ a chom ennoc’h ha n’hoc’h eus ket ezhomm e kelennfe den ac’hanoc’h. Hag evel ma tesk an oleviadur-se deoc’h pep tra, ma’z eo gwirion ha ma n’eo ket ur gaou, chomit ennañ hervez ma’z eo bet desket deoc’h gantañ.
Int a gane evel ur c’hantik nevez dirak an tron ha dirak ar pevar bev hag an henaourien. Ha den ne c’helle deskiñ ar c’hantik nemet ar c’hant pevar mil ha daou-ugent a zo bet dasprenet eus an douar.
Int a ganent kantik Moizez, servijer Doue, ha kantik an Oan, o lavarout: Da oberoù a zo bras ha souezhus, Aotrou Doue holl-c’halloudek! Da hentoù a zo reizh ha gwirion, Roue ar sent!
Me a gouezhas d’e dreid evit e azeuliñ, met eñ a lavaras din: Diwall d’ober kement-se. Me eo da genseurt er servij hag hini da vreudeur o deus testeni Jezuz. Azeul Doue, rak testeni Jezuz eo ar spered a brofediezh.
Ur c’hantik nevez a ganent o lavarout: Dellezek out da gemer al levr ha da zigeriñ ar sielloù anezhañ, rak lakaet out bet d’ar marv hag ec’h eus hon dasprenet da Zoue dre da wad, a bep meuriad, a bep yezh, a bep pobl, a bep broad,