Izaia 10:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
2 evit nac'hañ ar reizhder d'ar beorien, evit lemel o gwir digant re ezhommek va fobl, evit ober eus an intañvezed o freizh, evit skrapat an emzivaded!
bez' ez eus ur rumm a dud hag a zo evel klezeier e zent hag evel kontilli e javedoù, evit debriñ ar re c'hlac'haret eus ar vro hag ar beorien a-douez an dud.
da briñsed a zo disent ha kenseurted laeron; holl e karont an donezonoù hag e redont war-lerc'h ar goproù, ne roont ket e wir d'an emzivad, kaoz an intañvez ne zeu ket betek enno.
Rak an hini diskiant ne lavar nemet follentezioù, e galon en em ro d'ar faosoni evit ober an direizhder, evit droukkomz a-enep an AOTROU, evit lezel goullo an ene marnaoniek, evit lemel an evaj digant an hini en deus sec'hed.
Ar wirionez zoken a zeu da vankout, hag an neb en em denn eus an droug a zo preizhet. An AOTROU en deus gwelet kement-se, ha displijet eo bet gant an diouer a varnedigezh.
na rit ket gaou ouzh an diavaeziad, ouzh an emzivad, ouzh an intañvez, na skuilhit ket el lec'h-mañ ar gwad didamall, n'it ket war-lerc'h an doueoù all evit ho tistruj,
Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Israel, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'o deus gwerzhet an hini reizh evit arc'hant, hag an hini paour evit ur re votoù-lêr.
Plijout a ra dezho gwelout war benn an ezhommeg poultr an douar, hag e kweont gwir an ezhommeg. Un den hag e dad a ya da gavout an hevelep plac'h evit disakrañ va anv santel.
Hag e tostain ouzhoc'h evit ar varnedigezh, hag ec'h hastin testeniañ a-enep ar sorserien, a-enep an avoultrerien, a-enep ar re a dou e gaou, ar re a zalc'h gopr al labourer, a wask an intañvez hag an emzivad, a noaz d'an diavaeziad, ha na zouj ket ac'hanon, eme AOTROU an armeoù.
Gwalleur deoc’h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma serrit rouantelezh an neñvoù ouzh an dud, n’oc’h ket hoc’h-unan aet e-barzh, hag hoc’h eus c’hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezañ aet.