Jakob a glevas komzoù mibien Laban, a lavare: Jakob en deus kemeret kement a oa d'hon tad, hag eus ar pezh a oa d'hon tad eo en deus dastumet an holl binvidigezh-se.
Mont a rejont war o lerc'h betek ar Jordan, ha setu, an holl hent a oa goloet a zilhad hag a draoù o doa taolet kuit ar Siriz en o buander. Hag ar gannaded a zistroas da zisklêriañ ar c'heloù-se d'ar roue.
Ar re a zo o chom en tu-mañ d'an harz a lavaro en deiz-se: Setu ar pezh eo deuet da vezañ hon esperañs, a redemp daveti da glask sikour evit bezañ dieubet diouzh roue Asiria! Penaos e tec'himp-ni?
Rak setu, dont a ra an AOTROU er-maez eus e chomlec'h, evit kastizañ drougiezh tud an douar. Hag an douar a ziskouezo ar gwad bet skuilhet warnañ, ha ne guzho ket ken e re lazhet.
Lavaret hoc'h eus: Nann, ni a dec'ho kuit war varc'h! Neuze e tec'hot. Lavaret hoc'h eus: Pignat a raimp war gezeg-red skañv! Neuze ar re a redo war ho lerc'h a vo skañv.
Ar bec'herien a zo spouronet e Sion, ar grenijenn he deus kroget ar re fall. Piv ac'hanomp a c'hello derc'hel gant un tan loskus? Piv ac'hanomp a c'hello derc'hel gant flammoù peurbadus?
Hag e teuas ar profed Izaia da gavout ar roue Ezekiaz, hag e lavaras dezhañ: Petra o deus lavaret an dud-se? A-belec'h ez int deuet da'z kavout? Ezekiaz a respontas: Deuet int da'm c'havout eus ur vro bell, eus Babilon.
Ha te, an hini zistrujet, petra a ri? Petra bennak ma wiskez ruz-moug, ma en em ginklez gant bragerizoù aour, ma vordez da zaoulagad gant livadur, en aner eo en em gaeraez, da amourouzien a zispriz ac'hanout, da vuhez eo a glaskont.
Efraim a welas e gleñved ha Juda e c'houli; Efraim a yeas etrezek Asiria, kaset eo bet etrezek ar roue Jareb, met ne c'hello nag ho yac'haat nag ho tieubiñ eus ho kouli.
Deuet eo deizioù ar c'hastiz, deuet eo deizioù an daskor, Israel a anavezo kement-se. Ar profed a zo sod, an den a spered a zo diskiant, en abeg da vraster da zireizhder hag en abeg da'z kasoni vras.
An hini gwellañ anezho a zo evel un drezenn, an hini eeunañ a zo gwashoc'h eget ur c'harzh-spern. Dont a ra an deiz diouganet gant da c'hedourien, deiz da gastiz, ha neuze e vint er vezh.
Nag o arc'hant nag o aour ne c'hellint o dieubiñ en deiz kounnar an AOTROU, ha gant tan e warizi e vo kuzumet an douar holl. Rak dre un distruj leun ha trumm e skoio war holl dud an douar.
hag e tiskarint ac’hanout, te ha da vugale a zo en da greiz. Ne lezint ket maen war vaen abalamour na’c’h eus ket anavezet an amzer ma’z out bet gweladennet.
oc’h en em ren en un doare onest e-touez ar baganed, evit ma teuint da reiñ gloar da Zoue e deiz ar weladenn, o welout hoc’h oberoù mat e-lec’h droukkomz diwar ho penn evel pa vefec’h torfedourien.