Setu perak fulor an AOTROU en em danas a-enep e bobl, astennet en deus e zorn warno ha skoet ganto, ar menezioù o deus krenet, o c'horfoù marv a oa evel teil e-kreiz ar straedoù. En desped da gement-se e fulor ne harz ket, e zorn a chom bepred astennet.
Setu perak an AOTROU ne gavo ket a blijadur en o zud yaouank, ha n'en devo ket a druez ouzh o emzivaded nag ouzh o intañvezed, rak n'int holl nemet tud fall ha drouk, pep genoù a lavar euzhusted. Ha ne zigounnar ket, e zorn a zo atav astennet.
Mar lavaront dit: Da belec'h ez aimp? e responti dezho: Evel-henn e komz an AOTROU: D'ar marv ar re a zo evit ar marv, d'ar c'hleze ar re a zo evit ar c'hleze, d'an naonegezh ar re a zo evit an naonegezh, d'an ere ar re a zo evit an ere.
Ha pa ho pefe trec'het zoken holl arme ar Galdeiz a stourm ouzhoc'h, ha ne vanfe diouto nemet gloazidi, e savfent, pep hini anezho en e deltenn, hag e tevfent ar gêr-mañ dre an tan.
me a lakaio va dremm a-enep deoc’h, pilet e viot gant hoc’h enebourien, ar re a gasa ac’hanoc’h ho mestronio hag e tec’hot hep den o redek war ho lerc’h.