Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Izaia 10:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Gwalleur d'an Asiria, gwialenn va c'hounnar, hag he deus en he dorn bazh va fulor!

Ver Capítulo Copiar




Izaia 10:5
31 Referencias Cruzadas  

Eus ar vro-se ez eas en Asiria hag e savas Ninive, Reobod-Ir, Kalak


A-hend-all, hag-eñ eo hep an AOTROU ez on pignet a-enep al lec'h-mañ evit e zistrujañ? An AOTROU en deus lavaret din: Pign a-enep ar vro-se ha distruj anezhi.


Ha ne'c'h eus ket desket em eus kempennet kement-se abaoe pell 'zo, hag abaoe an amzerioù koshañ em eus graet an diviz-se? Bremañ e lakaan an traoù-se d'en em gavout, emaout aze evit lakaat ar c'hêrioù kreñv e bernioù dismantroù.


Rak gwalenn an drougiezh ne chomo ket war lodenn ar re reizh, gant aon na lakafe ar re reizh o daouarn en drougiezh.


Dre da zorn, AOTROU, dieub diouzh an dud, diouzh tud ar bed-mañ; o lodenn a zo er vuhez-mañ, leuniañ a rez o c'hof gant da vadoù, o mibien a zo leuniet hag e lezont an nemorant d'o bugale-vihan.


Ar vouc'hal, hag e kavfe gloar diwar-goust an hini a ra ganti? An eskenn, hag en em savfe dreist an hini he laka da fiñval? Evel ma rafe mont ar wialenn d'an hini a sav anezhi, hag evel ma savfe ar vazh ar pezh n'eo ket koad!


met dindan nebeut amzer e paouezo va fulor, hag e troio va c'hounnar d'o distrujañ.


Eus ur vro bell, eus pennoù an neñvoù, e teu an AOTROU gant binvioù e vrouez, evit distrujañ ar vro holl.


AOTROU an armeoù en deus touet o lavarout: A-dra-sur, evel ma em eus o disklêriet en em gavo an traoù, hag ar pezh am eus divizet a c'hoarvezo:


Breviñ an Asiria em douar, hag he mac'hañ war va menezioù. He yev a vo lamet kuit a-ziwarno, hag he bec'h a vo tennet a-ziwar o divskoaz.


Setu bro ar Galdeiz, ar re ha ne oant ket ur bobl gwechall; Ashur a roas ar vro-se da dud ar gouelec'h. Sevel a rejont tourioù, distrujañ a rejont palezioù Tir, he lakaat a rejont en distruj.


Kae va fobl, kae da'z kambroù, serr an dorojoù war da lerc'h, en em guzh evit ur pennad bihan, betek ma vo tremenet ar gounnar.


Hag e stardin Ariel, ne vo nemet garmoù ha klemmoù, hag e vo evidon evel un Ariel.


Setu e teu anv an AOTROU eus a-bell, entanet eo e gounnar, pounner e vec'h, leun a imor eo e vuzelloù, e deod a zo evel un tan loskus,


An AOTROU a lakaio e vouezh veurdezus da vezañ klevet, hag e lakaio e vrec'h prest da skeiñ da vezañ gwelet, e-kreiz e gounnar entanet, e-kreiz flammoù un tan loskus, e-kreiz un arnev, ur barrad-amzer ha mein grizilh.


Rak ur bobl disent ez int, mibien c'haouiat, mibien na fell ket dezho selaou lezenn an AOTROU,


Rak emañ kounnar an AOTROU war an holl vroadoù, e fulor war an holl armeoù, o lakaet en deus da verz, o roet en deus d'al lazhadeg.


Gwelout a reot kement-se, hag ho kalon a laouenaio, hoc'h eskern a vleunio evel ar geot, dorn an AOTROU a vo anavezet gant e servijerien, hag e gounnar gant e enebourien.


An AOTROU a lakaio da zont warnout, war da bobl ha war di da dad, dre roue Asiria, deizioù evel n'eus ket bet reoù heñvel outo, abaoe an deiz ma en em zispartias Efraim digant Juda.


En deiz-se ec'h aotenno an AOTROU gant un aotenn en devo feurmet en tu all d'ar stêr, gant roue Asiria, ar penn ha blev an treid, hag e lamo ivez ar barv.


Rak a-raok ma ouio ar bugel gervel: Va zad! Va mamm! e vo lamet a-zirak roue Asiria pinvidigezhioù Damask ha preizh Samaria.


en abeg da-se, setu, emañ an AOTROU o vont da lakaat da zont warno doureier bras ha kreñv ar stêr, roue Asiria hag e holl c'hloar. Sevel a raio dre holl dreist he naoz, hag en em ledo dreist he holl ribloù.


Setu perak em eus skuilhet warno va fulor, pulluc'het em eus anezho gant tan va c'hounnar, hag e lakain o hentoù war o fenn, eme an Aotrou AOTROU.


Setu an deiz! Setu, dont a ra! Da dro a zo deuet, bleuniet eo ar wialenn! Dispaket eo al lorc'hentez!


Ar roue a raio ar pezh a fello dezhañ hag a lorc'henno hag en em uhelaio dreist pep doue. Hag e lavaro traoù souezhus a-enep Doue an doueoù, hag e raio berzh betek ma vo ar vrouez kaset da benn, rak ar pezh a zo divizet a c'hoarvezo.


Diougan diwar-benn Ninive. Levr gweledigezh Nahum eus Elkosh.


Ha n'out ket a bep amzer, o AOTROU, va Doue, va Sant? Ne varvimp ket. AOTROU, lakaet ec'h eus ar bobl-se evit ober ur varnedigezh. O va Roc'h, he lakaet ec'h eus evit kastizañ.


Astenn a raio e zorn war-zu an hanternoz hag e tistrujo Asiria, ober a raio eus Niniv ur glac'har, ul lec'h sec'h evel ur gouelec'h.


Listri a zeuio eus aod Kitim, int a izelaio Ashur, int a izelaio an Hebre, hag eñ ivez a yelo da goll.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos