Daou vab Belial a zeuas hag en em zalc'has dirazañ. Ar vibien Belial-se a destenias a-enep Nabod dirak ar bobl o lavarout: Nabod en deus mallozhet Doue hag ar roue. Goude e kasjont anezhañ er-maez eus kêr, hag e voe meinataet hag e varvas.
Den na c'halv evit ar reizhder, den na erbed evit ar wirionez, fiziout a reont e traoù disneuz hag e lavaront traoù aner, koñseviñ a reont an droug hag e c'hanont poanioù.
Gwalleur d'an hini a sav e di dre an direizhder hag e gambroù uhel dre an dislealder, a laka e nesañ da labourat evit netra, na ro ket dezhañ e c'hopr,
Plijout a ra dezho gwelout war benn an ezhommeg poultr an douar, hag e kweont gwir an ezhommeg. Un den hag e dad a ya da gavout an hevelep plac'h evit disakrañ va anv santel.
Rak miret eo bet reolennoù Omri hag holl zoareoù-ober ti Akab, hag e kerzhez hervez o c'huzulioù. Dre-se e rin ganit un distruj, ha gant da annezidi un dra a c'hoapaerezh, hag e tougot dismegañs va fobl.
An holl re-se, ha ne lavarint ket flemmadoù diwar e benn, ha ne zroukc'hoapaint ket anezhañ? Lavaret e vo: Gwalleur d'an hini a zastum ar pezh n'eo ket dezhañ! Betek pegeit...? Piv a samm warnañ bec'h e zleoù?
Gwalleur dit, Korazin! Gwalleur dit, Betsaida! Rak ma vije bet graet e Tir hag e Sidon ar mirakloù a zo bet graet ennoc’h, pell zo e vijent kaout keuz o kemer ar sac’h hag al ludu.
Gwalleur deoc’h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma paeit an deog war ar vent, war an aned ha war ar c’houmin, hag e lezit a-gostez ar pezh a zo ar muiañ talvoudek el lezenn, ar reizhder, an drugarez hag ar feiz. Ar re-se a oa an traoù a dleec’h d’ober, hep koulskoude dilezel ar re all.
Gwalleur deoc’h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma’z oc’h heñvel ouzh bezioù gwennet, en em ziskouez kaer en diavaez, hag a zo leun a eskern tud varv hag a bep dic’hlanded en diabarzh.
Mab an den evit gwir a ya hervez ar pezh a zo skrivet anezhañ, met gwalleur d’an den ma’z eo droukroet gantañ! Gwelloc’h e vije d’an den-se na vije biken bet ganet.
Gwalleur deoc’h, doktored al lezenn! Abalamour ma hoc’h eus kemeret alc’houez an anaoudegezh, n’oc’h ket hoc’h-unan aet e-barzh, hag hoc’h eus c’hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezañ aet.
Pa welas ar veleien vras hag ar serjanted anezhañ, e krijont: Ouzh ar groaz! Ouzh ar groaz! Pilat a lavaras dezho: Kemerit anezhañ hoc’h-unan ha kroazstagit anezhañ, rak ne gavan torfed ebet ennañ.
E dud a lavaras kement-se o vezañ m’o doa aon rak ar Yuzevien. Ar Yuzevien o doa dija lakaet penaos piv bennak a anavezje anezhañ evit ar C’hrist, a vije kaset kuit eus ar sinagogenn.