Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Izaia 5:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Kanañ a rin evit va c'haret-mat kanaouenn va muiañ-karet war e winieg. Va c'haret-mat en doa ur winieg war ur grec'hienn druz.

Ver Capítulo Copiar




Izaia 5:1
23 Referencias Cruzadas  

Salm David. Kanañ a rin an drugarez hag ar reizhder; AOTROU, meuliñ a rin ac'hanout!


D'ar mestr-kaner; "Maskil" mibien Kora; kanaouenn-eured war "Shoshannim".


Diskouezet ec'h eus da'z pobl traoù kalet. Roet ec'h eus deomp da evañ ur gwin mezvus.


Doue an armeoù, adsav ac'hanomp! Ra da'z tremm lugerniñ hag e vimp salvet!


Va muiañ-karet a zo din ha me a zo dezhañ. Peuriñ a ra e dropell e-touez al lili.


E staon a zo leun a zouster, ha kement a zo ennañ a zo karantezus. Evel-se eo va muiañ-karet, evel-se eo va mignon, merc'hed Jeruzalem!


Kousket e oan, met va c'halon a veilhe. Setu mouezh va muiañ-karet, skeiñ a rae: Digor din va c'hoar, va c'haredig, va c'houlm, va hini beurvat! Rak va fenn a zo gleb gant ar glizh ha va rodelloù gant takadennoù an noz.


Me a zo da'm muiañ-karet, ha va muiañ-karet a zo din. Lakaat a ra e dropell da beuriñ e-touez al lili.


Mêsaerien e-leizh o deus gwasted va gwinienn, mac'het o deus va lodenn gant o zreid, lakaet o deus va lodenn gaer da vezañ ur gouelec'h glac'haret.


Da blantet em boa evel ur winienn dispar, an holl blantennoù eus ur spesad gwirion, penaos ez out cheñchet evidon en ur winienn diavaeziat?


Mab an den, koad ar winienn, ha talvezout a ra muioc'h eget pep koad all, pe eget ur skourr e-touez gwez ar goadeg?


Da vamm a oa evel ur winienn ez kwad, plantet e-kichen an doureier; frouezhus e oa gant brankoù e-leizh, en abeg d'an doureier fonnus.


Israel a zo ur winienn c'houllo a zoug kalz a frouezh evitañ e-unan. Hervez fonnuster e frouezh en deus lieskementet an aoterioù, hervez madelezh e zouar en deus kaeraet e beulioù.


Selaouit ur barabolenn all. Bez’ e oa un den, ur penn-tiegezh, a blantas ur winieg, a reas ur c’harzh en-dro dezhi, a gleuzias enni ur wask hag a savas enni un tour. Neuze e feurmas anezhi da winierien hag ez eas en ur vro all.


En em lakaas da gomz outo dre barabolennoù. Un den a blantas ur winieg, a reas ur c’harzh en-dro dezhi, a gleuzias enni ur wask hag a savas enni un tour. Neuze e feurmas anezhi da winierien hag ez eas en ur vro all.


Neuze en em lakaas da lavarout d’ar bobl ar barabolenn-mañ: Un den a blantas ur winieg, he feurmas da winierien hag ez eas evit pell amzer en ur vro all.


Me eo ar winienn wirion ha va Zad eo ar gwinier.


Pa ez po debret hag ez po da walc'h, e vennigi an AOTROU da Zoue abalamour d'ar vro vat en devo roet dit.


Rak an AOTROU da Zoue a lakaio ac'hanout da vont en ur vro vat, ur vro gant gwazhioù-dour, eienennoù ha lennoù a red en traoniennoù hag er menezioù,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos