Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Izaia 5:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 He difontañ a reas, hag e lamas kuit ar vein, hag e plantas skodoù-gwini a-zibab, hag e savas un tour en he c'hreiz, hag e kleuzias enni ur veol. Gortoz a rae e rofe rezin, met blokadoù gouez a roas.

Ver Capítulo Copiar




Izaia 5:2
31 Referencias Cruzadas  

reiñ a rin ul lec'h da'm fobl Israel hag e plantin anezho, hag e vint o chom el lec'h-se, ha ne vint ken dilec'hiet; mibien an direizhder ne c'hlac'harint ken anezho evel diagent,


En deizioù-se e welis e Juda tud a jaodre er waskerell d'ar sabad, ha reoù all a zegase herdin, a samme o ezen gant gwin, rezin, fiez ha traoù all, hag o degase da Jeruzalem e deiz ar sabad. Ober a ris rebechoù dezho, diwar-benn an deiz ma werzhent o zraoù.


Doue an armeoù, adsav ac'hanomp! Ra da'z tremm lugerniñ hag e vimp salvet!


Tennet ec'h eus ur winienn eus an Ejipt, kaset ec'h eus kuit broadoù hag ec'h eus he flantet,


Penaos e vo anavezet em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, me ha da bobl? Ha ne vo ket pa gerzhi ganeomp? Neuze, me ha da bobl a vo disheñvelaet diouzh an holl bobloù a zo war-c'horre an douar.


Merc'h Sion a zo chomet, evel ul lochenn en ur winieg, evel ul logell en ur park kokombrez, evel ur gêr kelc'hiet.


Gwinienn AOTROU an armeoù eo ti Israel, ha tud Juda eo e blantenn blijus. Gortoz a rae eeunder ha setu gwad skuilhet, ar reizhder ha setu garmadeg!


Rak AOTROU an armeoù, an hini en doa da blantet, en deus disklêriet an droug ez enep, en abeg d'an droug o deus graet dezho o-unan ti Israel ha ti Juda, oc'h imoriñ ac'hanon en ur ginnig ezañs da Vaal.


Da blantet em boa evel ur winienn dispar, an holl blantennoù eus ur spesad gwirion, penaos ez out cheñchet evidon en ur winienn diavaeziat?


Israel a zo ur winienn c'houllo a zoug kalz a frouezh evitañ e-unan. Hervez fonnuster e frouezh en deus lieskementet an aoterioù, hervez madelezh e zouar en deus kaeraet e beulioù.


Ha te, tour an tropell, krec'hienn merc'h Sion, betek ennout e teuio hag ec'h erruo ar vestroniezh kentañ; ar roueelezh a vo da verc'h Jeruzalem.


E welout a ran eus lein ar reier, hag e sellan outañ a-ziwar an torgennoù, setu ur bobl a vo o chom a-du, ha ne vo ket kontet e-touez ar broadoù.


O welout ur wezenn-fiez war an hent, e tostaas outi, met ne gavas enni nemet delioù, hag e lavaras dezhi: Ra ne zeuio biken frouezh ac’hanout! Raktal ar wezenn-fiez a sec’has.


Selaouit ur barabolenn all. Bez’ e oa un den, ur penn-tiegezh, a blantas ur winieg, a reas ur c’harzh en-dro dezhi, a gleuzias enni ur wask hag a savas enni un tour. Neuze e feurmas anezhi da winierien hag ez eas en ur vro all.


Da amzer ar frouezh e kasas e servijerien etrezek ar winierien evit resev frouezh e winieg.


O welout a-bell ur wezenn-fiez he doa delioù, ez eas evit gwelout hag-eñ e kavje un dra bennak enni. Hag o vezañ tostaet, ne gavas nemet delioù, rak ne oa ket mare ar fiez.


En em lakaas da gomz outo dre barabolennoù. Un den a blantas ur winieg, a reas ur c’harzh en-dro dezhi, a gleuzias enni ur wask hag a savas enni un tour. Neuze e feurmas anezhi da winierien hag ez eas en ur vro all.


Da amzer ar frouezh e kasas unan eus e servijerien etrezek ar winierien evit kemer diganto frouezh ar winieg.


a zo Israeliz, a zo bet roet dezho an advugelañ, ar gloar, an emglevioù, donezon al lezenn, al lid, ar promesaoù,


Piv a ya morse d’ar brezel diwar e goust e-unan? Piv eo an hini a blant ur winienn ha na zebr ket eus e frouezh? Pe piv eo an hini a ro da beuriñ d’an tropell ha na ev ket eus e laezh?


Hag evel-se eo e trugarekait an AOTROU, pobl diskiant hag hep furnez? Ha n'eo ket da dad, an hini en deus da brenet, an hini en deus da c'hraet ha da startaet?


Goude-se e karas ur vaouez e traonienn Sorek, hec'h anv Dalila.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos