Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Koloseiz 4:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Ra vo atav ho komz leun a c’hras ha temzet gant holen, en un doare da c’houzout respont da bep hini evel ma’z eo dleet.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

6 Ra vezo ho komz leun a c’hras, ha saouret‐mad gant holen, evit ma c’hellot respont da bep hini evel ma’z eo dleet.

Ver Capítulo Copiar




Koloseiz 4:6
33 Referencias Cruzadas  

Disklêriit e c'hloar e-touez ar broadoù, e vurzhudoù e-touez an holl bobloù!


Kanit dezhañ, salmit dezhañ, komzit eus e holl vurzhudoù!


Disklêriañ a ran gant va muzelloù holl varnedigezhioù da c'henoù.


Komz a rin eus da destenioù dirak ar rouaned, ha ne'm bo ket a vezh.


Va c'halon a virvilh evit disklêriañ ur gomz burzhudus. Lavarout a ran: Va oberenn a vo evit ar roue, va zeod a vo evel pluenn ur skrivagner ampart.


C'hwi holl hag a zouj Doue, deuit, selaouit, hag e tisklêrin ar pezh en deus graet da'm ene.


Muzelloù an den reizh a voueta kalz a dud, met ar re ziskiant a varv dre ziouer a anaoudegezh.


Un teod yac'h a zo evel ur wezenn a vuhez, met unan gwallsiek a zo evel ur boulc'h er spered.


Muzelloù ar fur a had an anaoudegezh, met n'eo ket evel-se gant kalon ar sodien.


Komzoù genoù ar fur a zo leun a c'hras, met muzelloù an diskiant en lonk.


O c'hinnig a ri dirak an AOTROU; an aberzhourien a daolo holen warno, hag a ginnigo anezho evel loskaberzh d'an AOTROU.


Da holl brofoù graet e donezonoù a vo temzet gant holen; ne lezi ket da zonezon hep an holen eus emglev da Zoue; war da holl brofoù e kinnigi holen.


C’hwi a zo holen an douar, met mar koll an holen e vlaz, gant petra e vo sallet? N’eo mui mat, nemet da vezañ taolet er-maez ha mac’het gant treid an dud.


Un dra vat eo an holen, met mar koll an holen e vlaz, gant petra e vo temzet? Ho pet holen ennoc’h hoc’h-unan ha bezit e peoc’h etrezoc’h.


An holl a roas testeni dezhañ hag a voe souezhet eus ar c’homzoù a c’hras a zeue eus e c’henoù, hag e lavarjont: Ha n’eo ket hemañ mab Jozef?


Ra ne zeuio ger dizonest ebet eus ho kenoù, met ra vo ho komzoù mat da skoliañ gant talvoudegezh evit ma raint vat d’ar re o c’hlevo.


o c'helenn a ri da'z mibien hag e komzi diouto pa vi ez ti ha pa gerzhi war an hent, pa c'hourvezi ha pa savi,


Ra chomo ger Krist gant fonnder ennoc’h e pep furnez; en em gelennit hag en em aliit an eil egile dre salmoù, meulganoù ha kanaouennoù speredel, o kanañ en ho kalonoù d’an Aotrou gant anaoudegezh vat.


met santelait en ho kalonoù an Aotrou Doue. Bezit atav prest d’en em zifenn gant douster ha doujañs e-keñver ar re a c’houlenn kont diouzhoc’h diwar-benn an esperañs a zo ennoc’h,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos