Abraham a savas beure-mat, a gemeras bara hag ur sac'h-dour hag o roas da Agar. O lakaat a reas war he skoaz, reiñ a reas dezhi ar bugel hag he c'hasas kuit. Hag ez eas hag e kerzhas e gouelec'h Beer-Sheba.
Jozue 3:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jozue a savas beure-mat, a yeas kuit eus Sitim hag a zeuas betek ar Jordan, gant holl vibien Israel. Hag e tremenjont eno an noz a-raok treuziñ. |
Abraham a savas beure-mat, a gemeras bara hag ur sac'h-dour hag o roas da Agar. O lakaat a reas war he skoaz, reiñ a reas dezhi ar bugel hag he c'hasas kuit. Hag ez eas hag e kerzhas e gouelec'h Beer-Sheba.
Abraham a savas beure-mat, a sternas e azen, a gemeras daou eus e vevelien gantañ hag Izaak e vab. Faoutañ a reas koad evit al loskaberzh hag ez eas etrezek al lec'h m'en doa lavaret Doue.
Abaoe an trizekvet bloaz eus Jozia mab Amon roue Juda betek hiziv, ez eus tri bloaz warn-ugent ma'z eo bet komz an AOTROU disklêriet din, hag em eus komzet ouzhoc'h, komzet adalek ar beure, met n'hoc'h eus ket selaouet.
evit selaou ouzh komzoù va servijerien, ar brofeded, a gasan deoc'h, am eus kaset deoc'h adalek ar beure, ha n'hoc'h eus ket selaouet,
Ha bremañ, peogwir e rit an oberoù-se, eme an AOTROU, hag em eus komzet deoc'h, komzet adalek ar beure ha n'hoc'h eus ket selaouet, peogwir em eus ho kalvet ha n'hoc'h eus ket respontet din,
Va fobl, az pez soñj eta eus ar pezh a c'hoantaas Balag roue Moab, hag ar pezh a respontas dezhañ Balaam mab Beor, hag ar pezh am eus graet a-dal Sitim betek Gilgal, evit ma'c'h anavezi oberoù reizh an AOTROU.
Da veure, evel ma oa c’hoazh gwall deñval, o vezañ savet, ez eas er-maez hag e teuas en ul lec’h a-du. Hag e pedas eno.
Jozue mab Nun a gasas e kuzh eus Sitim daou spier o lavarout: Kit da spiañ ar vro, ha Jeriko. Mont a rejont eta hag e teujont da di ur c'hast anvet Rahab, hag e kouskjont eno.
D'ar seizhvet deiz e savjont beure-mat, kerkent ha tarzh an deiz, hag e rejont seizh gwech tro kêr en hevelep doare. Nemet en deiz-se e rejont tro kêr seizh gwech.
Jozue a savas beure-mat hag a lakaas Israel da dostaat, hervez e veuriadoù. Meuriad Juda a voe tapet.
Jozue a savas beure-mat hag a niveras ar bobl, hag e pignas, eñ hag henaourien Israel, a-raok an dud, war-zu Ai.
David a savas eta mintin mat, a lezas an deñved gant ur mêsaer, a gemeras e samm, hag a yeas evel m'en doa gourc'hemennet dezhañ Jese. Erruout a reas er c'hamp, an arme a yae hag en em renke evit an emgann, hag e laoskjont youc'hoù brezel.