Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 25:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Abaoe an trizekvet bloaz eus Jozia mab Amon roue Juda betek hiziv, ez eus tri bloaz warn-ugent ma'z eo bet komz an AOTROU disklêriet din, hag em eus komzet ouzhoc'h, komzet adalek ar beure, met n'hoc'h eus ket selaouet.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 25:3
32 Referencias Cruzadas  

Abraham a savas beure-mat, a sternas e azen, a gemeras daou eus e vevelien gantañ hag Izaak e vab. Faoutañ a reas koad evit al loskaberzh hag ez eas etrezek al lec'h m'en doa lavaret Doue.


Roue Israel a lavaras d'e servijerien: Ha gouzout a rit ez eo deomp Ramod-Galaad? Hag en em zalc'homp sioul e-lec'h hec'h adkemer eus daouarn roue Siria!


An AOTROU en doa testeniet a-enep Israel hag a-enep Juda dre an holl brofeded ha dre an holl welourien, o lavarout: Distroit diouzh ho hentoù fall, mirit va gourc'hemennoù ha va reolennoù, hervez an holl lezenn am boa gourc'hemennet d'ho tadoù, hag am eus kaset deoc'h dre va servijerien ar brofeded.


An AOTROU a gasas en o zouez, evit o lakaat da zistreiñ dezhañ, profeded a destenias a-enep dezho. Met ne fellas ket dezho selaou.


Eizh vloaz e oa Jozia pa zeuas da roue, hag e renas ur bloaz ha tregont e Jeruzalem.


D'an eizhvet bloaz eus e ren, evel ma oa c'hoazh yaouank, en em lakaas da glask Doue David e dad. Ha d'an daouzekvet bloaz e krogas da c'hlanaat Juda ha Jeruzalem eus an uhellec'hioù, eus an Asheraoù, eus ar skeudennoù kizellet hag eus ar skeudennoù teuzet.


D'an triwec'hvet bloaz eus e ren, goude bezañ glanaet ar vro hag an templ, e kasas Shafan mab Azalia, Maaseja gouarnour kêr, ha Joak mab Joakaz an diellour, evit dresañ ti an AOTROU e Zoue.


An AOTROU, Doue o zadoù, en doa kaset kemennoù dezho dre e gannaded, beure-mat e vezent kaset, rak truez en doa ouzh e bobl hag ouzh e chomlec'h.


Hag em eus o lezet e kaleter o c’halon, da gerzhout hervez o c’huzulioù.


An AOTROU a lavaras da Voizez: Sav beure-mat hag en em zalc'h dirak Faraon. Setu ez aio etrezek an dour, hag e lavari dezhañ: Evel-henn en deus lavaret an AOTROU: Lez va fobl da vont kuit, evit ma servijo ac'hanon.


Perak e pouezit arc'hant evit ar pezh n'eo ket bara? Perak e labourit evit ar pezh na leugn ket? Selaouit ouzhin hag e tebrot ar pezh a zo mat, hag hoc'h ene a vo plijet gant ar pezh a zo gwellañ.


Komz an AOTROU a voe disklêriet dezhañ e deizioù Jozia mab Amon roue Juda, d'an trizekvet bloaz eus e ren,


Rak kemennet em eus start ho tadoù adalek an deiz ma em eus graet dezho pignat kuit eus bro Ejipt betek hiziv, o kemenn adalek ar beure hag o lavarout: Selaouit ouzh va mouezh!


Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Setu ez an da zegas war ar gêr-mañ ha war hec'h holl gêriadennoù an holl zroug am eus disklêriet a-enep dezhi, rak reudet o deus o gouzoug, evit chom hep selaou va c'homzoù.


Komzet em eus ouzhit en amzer da verzh, hag e lavares: Ne selaouin ket. Setu da hent abaoe da yaouankiz, ne'c'h eus ket selaouet ouzh va mouezh.


An AOTROU en deus kaset deoc'h e holl servijerien, ar brofeded, o c'haset en deus adalek ar beure, met n'hoc'h eus ket o selaouet, n'hoc'h eus ket roet ho skouarn evit selaou,


evit selaou ouzh komzoù va servijerien, ar brofeded, a gasan deoc'h, am eus kaset deoc'h adalek ar beure, ha n'hoc'h eus ket selaouet,


dre ma n'o deus ket selaouet va c'homzoù, eme an AOTROU, pa gasen dezho va servijerien, ar brofeded, am eus kaset adalek ar beure, ha n'hoc'h eus ket selaouet, eme an AOTROU.


Troet o deus ouzhin o c'hein ha nann o dremm, koulskoude em eus o c'helennet, o sevel abred em eus o c'helennet, met n'int ket bet sentus evit degemer an deskadurezh.


Miret eo bet komzoù Jonadab mab Rekab: gourc'hemennet en deus d'e vibien na evjent ket a win, ha n'o deus ket evet betek hiziv, rak sentet o deus ouzh gourc'hemenn o zad. Met me am eus komzet deoc'h, komzet adalek ar beure ha n'hoc'h eus ket va selaouet.


Rak em eus kaset deoc'h va holl servijerien ar brofeded, o c'haset em eus deoc'h bemdez, adalek ar beure, da lavarout deoc'h: Distroit pep hini ac'hanoc'h eus e hent fall, adreizhit hoc'h oberoù, n'it ket war-lerc'h doueoù all evit o servijañ, evit ma chomot er vro am eus roet deoc'h ha d'ho tadoù. Met n'hoc'h eus ket roet ho skouarn evit selaou.


D'ar pevare bloaz eus Jojakim mab Jozia roue Juda, ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz er gerioù-se:


Kemer dit ur roll levr, ha skriv warnañ an holl gomzoù am eus lavaret dit a-enep Israel, a-enep Juda hag a-enep an holl vroadoù, abaoe an deiz ma em eus komzet ouzhit, abaoe deizioù Jozia, betek hiziv.


Kaset em eus deoc'h va holl servijerien, ar brofeded, am eus kaset adalek ar beure, evit lavarout deoc'h: Na rit ket an dra euzhus-se a gasaan!


Ha bremañ, peogwir e rit an oberoù-se, eme an AOTROU, hag em eus komzet deoc'h, komzet adalek ar beure ha n'hoc'h eus ket selaouet, peogwir em eus ho kalvet ha n'hoc'h eus ket respontet din,


Abaoe an deiz m'eo deuet ho tadoù eus bro Ejipt betek hiziv, em eus kaset deoc'h va holl servijerien ar brofeded, o c'haset em eus deoc'h bemdez, adalek ar beure.


ha ma ne ziwall ket an hini a glev son ar shofar, pa zeuio ar c'hleze d'e dapout, e wad a vo war e benn.


Na vezit ket evel ho tadoù, a zo bet galvet gant ar brofeded kentañ o lavarout: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Distroit diouzh hoc'h hentoù fall ha diouzh ho kwall oberoù. Met n'o deus ket selaouet, n'o deus ket taolet evezh ouzhin, eme an AOTROU.


Da veure, evel ma oa c’hoazh gwall deñval, o vezañ savet, ez eas er-maez hag e teuas en ul lec’h a-du. Hag e pedas eno.


Da c’houloù-deiz e tistroas adarre d’an templ hag an holl bobl a zeuas d’e gavout. O vezañ azezet e kelennas anezho.


An hini a zo eus Doue a selaou gerioù Doue. Dre-se eo ne selaouit ket, abalamour n’oc’h ket eus Doue.


prezeg ar ger, dalc’h en amzer hag e-maez an amzer, kroz, gourdrouz, ali, gant pep pasianted hag en ur gelenn.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos