Geber mab Uri e bro Galaad, bro Sihon roue an Amoreaned, ha bro Og roue Basan, hag e oa ar penn hepken war ar vro-se.
Jozue 12:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Setu rouaned ar vro a voe trec'het gant mibien Israel; hag e perc'hennjont o bro en tu all d'ar Jordan etrezek ar sav-heol, adalek froud an Arnon betek Menez Hermon hag an holl blaenenn er sav-heol: |
Geber mab Uri e bro Galaad, bro Sihon roue an Amoreaned, ha bro Og roue Basan, hag e oa ar penn hepken war ar vro-se.
Evel glizh an Hermon eo, an hini a ziskenn war menezioù Sion, rak eno eo en deus an AOTROU urzhiet ar vennozh hag ar vuhez da viken.
Evel laboused o nijal amañ hag ahont, evel un neizhiad kaset kuit, evel-se e vo merc'hed Moab ouzh treizh an Arnon.
Ac'hane ez ejont kuit hag e kampjont en tu all d'an Arnon, a zo er gouelec'h, e penn harzoù an Amoreaned, rak an Arnon a zo harz Moab, etre Moab hag an Amoreaned.
Israel a drec'has anezhañ dre droc'h ar c'hleze hag a berc'hennas e vro adalek an Arnon betek ar Jabok, betek mibien Ammon, rak harz mibien Ammon a oa kreñv.
ha n'hon bo netra ganto en tu all d'ar Jordan na pelloc'h, peogwir e vo degouezhet deomp hon hêrezh-ni en tu-mañ d'ar Jordan, er sav-heol.
Ni a dremeno harnezet dirak an AOTROU da vro Ganaan, ha ra vo deomp hon hêrezh en tu-mañ d'ar Jordan.
Moizez a roas da vibien Gad, da vibien Ruben ha da hanter-veuriad Manase mab Jozef, rouantelezh Sihon roue an Amoreaned, rouantelezh Og roue Basan, ar vro gant he c'hêrioù en e harzoù ha douaroù kêrioù ar vro tro-war-dro.
Savit, kit ha treuzit froud Arnon. Sell, lakaet em eus etre da zaouarn Sihon, roue Hesbon, an Amorean, gant e vro. Krog da berc'hennañ, gra ar brezel outañ.
Aet omp en-dro da bignat dre hent Basan. Og, roue Basan, a yeas a-ziarbenn deomp gant e holl bobl evit stourm ouzhimp en Edrei.
en tu-mañ d'ar Jordan, en draonienn, a-dal da Vet-Peor, e bro Sihon, roue an Amoreaned, a oa o chom en Hesbon hag a voe pilet gant Moizez ha gant mibien Israel goude ma oant aet kuit eus an Ejipt.
ken na roio diskuizh an AOTROU d'ho preudeur evel deoc'h, ha ken na berc'hennint int ivez ar vro emañ an AOTROU ho Toue o vont da reiñ dezho. Hag e tistroiot d'ar vro a zo deoc'h da berc'hennañ anezhi, an hini en deus roet deoc'h Moizez servijer an AOTROU en tu-mañ d'ar Jordan, war-zu ar sav-heol.
adalek Menez Halak a bign da Seir, betek Baal-Gad e traonienn al Liban, e traoñ Menez Hermon. Hag e tapas ivez o holl rouaned, e skoas warno hag o lakaas d'ar marv.
ar Gananeiz eus ar sav-heol hag eus ar c'huzh-heol, an Amoreaned, an Hitited, ar Ferezianed, ar Jebuziz er menez, an Hevianed e traoñ an Hermon e bro Vizpa.
An hanter all, ar Rubeniz hag ar C'hadiz o deus bet o hêrezh, en deus roet Moizez dezho en tu all d'ar Jordan er sav-heol, evel m'en deus roet dezho Moizez servijer an AOTROU ,
Bremañ an AOTROU ho Toue en deus roet diskuizh d'ho preudeur, evel m'en doa lavaret. Distroit eta bremañ, kit d'ho teltennoù, d'ar vro a zo deoc'h, an hini en deus roet deoc'h Moizez servijer an AOTROU en tu all d'ar Jordan.
Neuze e kerzhas dre ar gouelec'h, hag e reas tro bro Edom ha bro Voab, hag ec'h erruas ouzh sav-heol bro Voab, da gampiñ en tu all d'an Arnon, hep mont war douaroù Moab, rak an Arnon a oa harz Moab.