Adalek Aroer war ribl froud Arnon hag ar gêr a zo e-kichen ar froud betek Galaad, ne voe kêr ebet re greñv evidomp. An AOTROU hon Doue a roas holl deomp.
En amzer-se hon eus kemeret dalc'h eus ar vro-se. Roet em eus d'ar Rubeniz ha d'ar C'hadiz an douaroù adalek Aroer, a zo war froud Arnon, hag an hanter eus menez Galaad gant e gêrioù.
Neuze e kerzhas dre ar gouelec'h, hag e reas tro bro Edom ha bro Voab, hag ec'h erruas ouzh sav-heol bro Voab, da gampiñ en tu all d'an Arnon, hep mont war douaroù Moab, rak an Arnon a oa harz Moab.