Jeremiaz 5:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Kit da bourmen dre straedoù Jeruzalem, sellit, eveshait, klaskit war al leurennoù, mar kavit un den, unan hepken, oc'h ober ar reizhder hag o klask ar wirionez, e pardonin dezhi.
Hag e respontas: Gwall fromet on bet gant gwarizi evit an AOTROU, Doue an armeoù, rak mibien Israel o deus dilezet da emglev, diskaret o deus da aoterioù, lazhet o deus da brofeded dre ar c'hleze, me a zo chomet va-unan, hag e klaskont va buhez evit he lemel diganin.
Rak daoulagad an AOTROU a astenn o sell war an holl zouar, evit kreñvaat a re a zo o c'halon a-grenn dezhañ. Graet ec'h eus evel un den diskiant diwar-benn kement-se, hag ez po brezelioù en amzer da zont.
Sevel a rin bremañ hag e rin tro kêr dre ar straedoù ha dre ar plasennoù. Klask a rin an hini a gar va ene. E glasket em eus, met ne'm eus ket e gavet.
Den na c'halv evit ar reizhder, den na erbed evit ar wirionez, fiziout a reont e traoù disneuz hag e lavaront traoù aner, koñseviñ a reont an droug hag e c'hanont poanioù.
Met an holl baotred a ouie e kinnige o gwragez ezañs da zoueoù all, an holl wragez a oa eno e niver bras, an holl bobl a oa o chom e bro Ejipt, e Patroz, a respontas da Jeremiaz, o lavarout:
Selaouet em eus ha klevet: Ne gomzont ket hervez ar reizhder, n'eus den o kaout keuz d'e zrougiezh hag o lavarout: Petra am eus graet? Holl e tistroont d'o redadenn, evel ur marc'h a zilamm d'ar brezel.
O! Perak ne'm eus ket er gouelec'h ul lochenn evit beajour? Dilezel a rafen va fobl hag ez afen pell diganto, rak holl int avoultrerien hag ur vandenn c'hanazed.
Klasket em eus en o zouez unan bennak a adsavfe ar voger, hag en em zalc'hfe war ar freuz dirazon evit ar vro, evit na zistrujin ket anezhi, met ne'm eus kavet den.
Hag e lavaras din: Direizhder ti Israel ha Juda a zo bras dreist pep muzul, hag ar vro a zo leun a wad, kêr a zo leun a falloni. Rak e lavaront: An AOTROU en deus dilezet ar vro, an AOTROU ne wel ket.
hag e lavaras dezhañ: Red, komz ouzh an den yaouank-se o lavarout: Annezet e vo Jeruzalem hep moger, en abeg d'an dud ha d'al loened niverus a vo en he c'hreiz.
Ar mevel, o vezañ distroet, a zisklêrias kement-mañ d’e vestr. Neuze mestr an ti, droug ennañ, a lavaras d’e vevel: Kae buan dre leurioù ha straedoù kêr, ha degas amañ ar beorien, ar re vac’hagnet, ar re gamm hag ar re dall.