Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Amoz 8:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Kerzhout a raint eus ur mor d'egile hag eus an hanternoz d'ar sav-heol, mont a raint amañ hag ahont evit klask komz an AOTROU, met n'he c'havint ket.

Ver Capítulo Copiar




Amoz 8:12
14 Referencias Cruzadas  

Neuze e huchint etrezek ennon, met ne respontin ket, klask a raint ac'hanon mintin mat, met ne'm c'havint ket,


Ar goapaer a glask ar furnez ha ne gav ket anezhi, met evit un den poellek an anaoudegezh a zo aes.


Pa n'eus ket a weledigezh, ar bobl a zo direol, met eürus eo an hini a vir al lezenn!


Mab an den, komz ouzh henaourien Israel ha lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Evit va goulennata eo oc'h deuet? Me a zo bev, ne vin ket goulennataet ganeoc'h, eme an Aotrou AOTROU.


Pa ginnigit ho profoù, pa lakait ho mibien da dremen dre an tan, en em saotrit gant hoc'h holl idoloù betek hiziv. Hag e vin goulennataet ganeoc'h, ti Israel? Me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU, ne vin ket goulennataet ganeoc'h.


Ha te Daniel, mir kuzh ar c'homzoù-se, siell al levr betek amzer an diwezh. Kalz a redo amañ hag ahont, hag an anaoudegezh a gresko.


Mont a raint gant o deñved hag o ejened da glask an AOTROU, met ne gavint ket anezhañ, en em bellaet eo diouto.


An hini n’emañ ket ganin a zo a-enep din, hag an hini na zastum ket ganin a stlabez.


Samuel yaouank a servije an AOTROU dirak Eli. Ha komz an AOTROU a oa rouez en deizioù-se, ne oa ket a weledigezh o tont war wel.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos