Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Amoz 8:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 En deiz-se, ar gwerc'hezed kaer hag ar baotred yaouank a semplo gant ar sec'hed.

Ver Capítulo Copiar




Amoz 8:13
13 Referencias Cruzadas  

Salm David, pa oa e gouelec'h Juda.


Ar grennarded en em skuizh hag en em faezh, an dud yaouank a vrañsell hag a gouezh,


Rak an drougiezh a zev evel un tan a lonk drez ha spern, deviñ a raio al lec'hioù stankañ eus ar c'hoadoù, ma sav kolonennoù moged.


Diskenn eus da c'hloar hag azez war an douar krazet, annezadez, merc'h Dibon! Rak distrujer Moab a bign a-enep dit, diskaret en deus da greñvlec'hioù.


An AOTROU a zo reizh, rak ez on bet disent ouzh e c'henoù. Pobloù, selaouit holl, gwelit va glac'har. Va gwerc'hezed ha va zud yaouank a zo bet harluet.


Henaourien merc'h Sion a zo azezet dilavar war an douar. Lakaet o deus poultr war o fenn, gourizet int a seier. Gwerc'hezed Jeruzalem a stou o fenn etrezek an douar.


An den yaouank hag an den kozh a zo gourvezet war an douar er straedoù. Va gwerc'hezed ha va re zibabet a zo kouezhet dre ar c'hleze. Lazhet ec'h eus da zeiz da gounnar, mouget ec'h eus didruez.


gant aon n'he diwiskfen en noazh, ha na lakafen anezhi evel da zeiz he ganedigezh, ha n'he lakafen heñvel ouzh ur gouelec'h hag ouzh un douar kras, ha na rafen dezhi mervel gant ar sec'hed,


O mamm he deus gastaouet, an hini he deus o c'hoñsevet a zo en em dizenoret, rak lavaret he deus: Mont a rin war-lerc'h va amourouzien, a ro din va bara ha va dour, va gloan ha va lin, va eoul ha va evaj.


Pegen bras e vo o c'haerder hag o sked! Ar gwinizh a raio d'an dud yaouank kreskiñ, hag ar gwin nevez d'ar plac'hed yaouank.


Ar c'hleze a zistrujo er-maez, hag ar spouron e-barzh, o skeiñ an den yaouank hag ar werc'hez, ar poupig had an den gant blev gwenn.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos