Jeroboam a reas ur gouel d'an eizhvet miz, d'ar pempzekvet deiz eus ar miz, evel ar gouel a veze graet e Juda, hag e kinnigas aberzhoù war an aoter. Ober a reas evel-se e Betel, oc'h aberzhiñ d'al leueoù en doa graet; hag e lakaas e Betel aberzhourien evit an uhellec'hioù en doa graet.
hag e prenas menez Samaria digant Shemer evit daou dalant arc'hant. Sevel a reas war ar menez-se, hag ec'h anvas ar gêr en doa savet Samaria, diwar anv Shemer, aotrou ar menez.
Hag e rejont goap ouzh kannaded Doue, o tisprizañ e gomzoù, hag e tismegañsjont e brofeded, betek ma savas kement fulor an AOTROU a-enep e bobl, ken na voe mui a bareañs.
an hini en deus kaset er-maez kirri ha kezeg, un arme ha brezelourien greñv, evit bezañ gourvezet a-gevret hep sevel ken, evit bezañ mouget, lazhet evel ul lutigenn.
Lavarout a ri dezho: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Evit ha bezit mezv, dislonkit ha kouezhit hep adsevel, en abeg d'ar c'hleze a gasin en ho touez.
hag e lavari: Evel-se e vo beuzet Babilon, ha n'adsavo ket eus an droug ez an da lakaat da zont warni. Bec'hiet e vint! Betek amañ emañ komzoù Jeremiaz.
Tud Samaria a vo spouronet abalamour da leueoù Betaven. Rak ar bobl a raio kañv warno, hag o aberzhourien a greno evit o gloar a ya da vont kuit eus o c'hreiz.
Ha bremañ e kendalc'hont da bec'hiñ, gant o arc'hant o deus graet skeudennoù teuzet, idoloù hervez o ijin ha n'int nemet labour a vicherourien. Diwar o fenn e lavaront: Ra boko d'al leueoù ar re a aberzh!
Kement-se holl en abeg da bec'hed Jakob, en abeg da bec'hedoù ti Israel. Pehini eo pec'hed Jakob? Ha n'eo ket Samaria? Pere eo uhellec'hioù Juda? Ha n'int ket Jeruzalem?
Desket e oa bet en hent an Aotrou. Birvidik a spered, e komze hag e kelenne gant evezh diwar-benn an traoù a sell ouzh an Aotrou, petra bennak ma n’anaveze nemet badeziant Yann.
Met, evel ma en em galetaas darn ha ma voent diskredik, o troukkomz eus hent an Aotrou dirak ar bobl, en em dennas kuit hag e tispartias an diskibien diganto, o kelenn bemdez e skol un den anvet Tirannuz.
Met ec’h anzavan kement-mañ ouzhit, penaos hervez an hent a c’halvont sektenn, e servijan Doue va zadoù, o krediñ kement holl a zo skrivet el lezenn hag er brofeded,
hag a c’houlennas digantañ lizhiri evit sinagogennoù Damask, evit gallout, mar kavje hiniennoù eus ar gredenn-se, gwazed kenkoulz ha gwragez, o degas ereet da Jeruzalem.
Kemeret em eus ho pec'hed, al leue ho poa graet, hag em eus e zevet en tan, hag em eus e freuzet ken na voe aet e poultr. Taolet em eus ar poultr er froud a ziskenne eus ar menez.