Amoz 8:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned11 Setu, an deizioù a zeu, eme an Aotrou AOTROU, ma kasin an naonegezh er vro, ne vo ket naonegezh a vara na sec'hed a zour, met an hini a glevout komzoù an AOTROU. Ver Capítulo |
Samuel a lavaras da Saül: Perak ec'h eus va zrubuilhet, ouzh va lakaat da bignat? Saül a respontas: Nec'het bras on, rak ar Filistined a ra brezel ouzhin, ha Doue a zo aet diganin ha n'en deus ket respontet din, na dre ar brofeded na dre an huñvreoù. Da c'halvet em eus, evit ma roi din da c'houzout ar pezh am eus d'ober.