Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 19:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Hag e respontas: Gwall fromet on bet gant gwarizi evit an AOTROU, Doue an armeoù, rak mibien Israel o deus dilezet da emglev, diskaret o deus da aoterioù, lazhet o deus da brofeded dre ar c'hleze, me a zo chomet va-unan, hag e klaskont va buhez evit he lemel diganin.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 19:10
34 Referencias Cruzadas  

An AOTROU da Zoue a zo bev! N'eus na broad na rouantelezh ma n'en deus ket kaset va aotrou da'z klask. Ha pa veze lavaret: N'emañ ket amañ, e lakae da douiñ ar rouantelezh pe ar vroad na c'helled ket da gavout.


Kerkent ha ma welas Akab Elia, Akab a lavaras: Ha te eo, trubuilher Israel?


Akab a gasas etrezek holl vibien Israel, hag e tastumas ar brofeded war Venez Karmel.


Elia a lavaras d'ar bobl: Chomet on-me va-unan evel profed an AOTROU, ha profeded Baal a zo pevar c'hant hanter-kant den.


Elia a lavaras d'an holl bobl: Tostait ouzhin. Hag an holl bobl a dostaas outañ, hag e kempennas aoter an AOTROU a oa bet diskaret.


rak pa zistrujas Jezabel profeded an AOTROU, Abdia a gemeras kant profed hag o c'huzhas, hanter-kant en ur c'hev hag hanter-kant en unan all, hag o magas gant bara ha dour.


Hag e respontas: Gwall fromet on bet gant gwarizi evit an AOTROU, Doue an armeoù, rak mibien Israel o deus dilezet da emglev, diskaret o deus da aoterioù, lazhet o deus da brofeded dre ar c'hleze, me a zo chomet va-unan, hag e klaskont va buhez evit he lemel diganin.


Jezabel a gasas ur c'hannad etrezek Elia, da lavarout dezhañ: Ra raio an doueoù din hervez o brasañ rustoni, ma ne lakaan ket da ene warc'hoazh d'an eur-mañ evel ene unan anezho.


Ha setu ur profed a dostaas ouzh Akab roue Israel hag a lavaras: Evel-henn e komz an AOTROU: Hag ec'h eus gwelet an engroez bras-se? Setu ez an d'e lakaat hiziv etre da zaouarn, hag e ouezi ez on an AOTROU.


Ar profed a dostaas ouzh roue Israel hag a lavaras dezhañ: Kae, en em greñva, evesha ha gouez ar pezh ac'h eus d'ober, rak a-benn ur bloaz, roue Siria a bigno ez enep.


Neuze un den a-douez mibien ar brofeded a lavaras d'e genseurt, war urzh an AOTROU: Sko warnon, mar plij! Met ne fellas ket dezhañ skein warnañ.


Roue Israel a lavaras da Jozafad: C'hoazh ez eus un den a c'heller goulenn ali digant an AOTROU drezañ, met e gasaat a ran, rak ne vez profedet gantañ mad ebet diwar va fenn, met atav an droug: Mika mab Jimla eo. Jozafad a lavaras: Ra ne gomzo ket ar roue evel-se!


hag e lavaras: Deus ganin, hag e weli ar gred am eus evit an AOTROU. Evel-se e kasjont anezhañ en e garr.


Met e voent disentus hag en em savjont a-enep dit, hag e taoljont da lezenn a-dreñv o c'hein. Lazhañ a rejont da brofeded a zouge anezho da zistreiñ ouzhit, hag e rejont dismegañsoù bras dit.


Poent eo d'an AOTROU ober, dilezet o deus da lezenn.


Devet on gant va gred, dre m'o deus va enebourien ankounac'haet da gomzoù.


Disklêriet em eus dit va hentoù hag ec'h eus respontet din. Desk din da reolennoù.


Deuet on da vezañ un diavaeziad evit va breudeur, un den dianavez evit mibien va mamm.


O c'halon ne oa ket eeun en e geñver, ne oant ket feal d'e emglev.


ne stoui ket dirazo ha ne serviji ket anezho, rak me eo an AOTROU da Zoue, un Doue gwarizius a gastiz direizhder an tadoù war ar vugale betek an trede hag ar pevare rumm eus ar re a gasa ac'hanon,


Ne stoui ket dirak un doue all rak an AOTROU en em c'halv un Doue gwarizius; un Doue gwarizius eo.


Ha me am eus lavaret: Labouret em eus en aner, kuzumet em eus didalvoud hag hep frouezh, met va gwir a zo gant an AOTROU, ha va gopr e-kichen va Doue.


Skoet em eus war o mibien en aner, n'o deus ket degemeret ar c'helennadur. Ho kleze en deus lonket ho profeded, evel ul leon distrujer.


Ar roue a c'hourc'hemennas da Jerakmeel mab Hammelek, da Seraja mab Ariel ha da Shelemia mab Abdeel da dapout Baruk ar skrib ha Jeremiaz ar profed, met an AOTROU a guzhas anezho.


Efraim a zo gwasket, bec'hiet dre ar varnedigezh, rak aet eo a-youl-gaer war-lerc'h gourc'hemennoù all.


Rak miret eo bet reolennoù Omri hag holl zoareoù-ober ti Akab, hag e kerzhez hervez o c'huzulioù. Dre-se e rin ganit un distruj, ha gant da annezidi un dra a c'hoapaerezh, hag e tougot dismegañs va fobl.


An den mat a zo aet kuit eus an douar, ha n'eus den reizh ken e-touez an dud. Emañ an holl e ged evit skuilhañ ar gwad, pep hini a stegn pechoù d'e vreur gant e roued.


Fineaz, mab Eleazar, mab Aaron an aberzhour, en deus distroet va fulor diwar mibien Israel rak en deus bet gred en o c'hreiz; ne'm eus ket kuzumet mibien Israel em gwarizi.


a vo evitañ hag evit e lignez war e lerc'h, un emglev a velegiezh peurbadus, rak en deus bet gred evit e Zoue hag en deus graet dic'haou evit mibien Israel.


E ziskibien o doe soñj ez eo skrivet: Ar gred evit da di en deus va devet.


An AOTROU a lavaras da Voizez: Setu, emaout o vont da gousket gant da dadoù. Ar bobl-mañ a savo hag en em roio d'ar gasterezh gant doueoù estren ar vro e-lec'h ma'z eont e-barzh, hag e tilezint ac'hanon hag e torrint va emglev am eus graet ganto.


meinataet e voent, heskennet, amprouet, lazhet int bet gant ar c’hleze, redek a rejont amañ hag ahont, gwisket gant krec’hin deñved ha girvi, en dienez a bep tra, heskinet ha gwallgaset,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos