Hag e voe kavet en Akmeta, kêrbenn proviñs Media, ur roll ma oa skrivet warnañ an eñvor-mañ:
Jeremiaz 36:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kemer dit ur roll levr, ha skriv warnañ an holl gomzoù am eus lavaret dit a-enep Israel, a-enep Juda hag a-enep an holl vroadoù, abaoe an deiz ma em eus komzet ouzhit, abaoe deizioù Jozia, betek hiziv. |
Hag e voe kavet en Akmeta, kêrbenn proviñs Media, ur roll ma oa skrivet warnañ an eñvor-mañ:
o, ra gavin unan bennak am selaouo! Setu va arouez: Ra responto an Holl-C'halloudeg din, ra skrivo va zamaller e glemm.
Ne gavez plijadur nag en aberzhoù nag er profoù, toullet ec'h eus din va divskouarn, ne c'houlennez na loskaberzh nag aberzh evit ar pec'hed.
An AOTROU a lavaras da Voizez: Skriv kement-mañ evit eñvor el levr, ha ro da anavezout da Jozue penaos e lamin holl eñvor Amalek a-zindan an neñvoù.
An AOTROU a lavaras din: Kemer un dablezenn vras ha skriv warni gant lizherennoù gwelus: Skrapadeg prest! Preizhadeg prim!
Sell, lakaet em eus ac'hanout hiziv war ar broadoù ha war ar rouantelezhioù, evit diframmañ ha diskar, evit distrujañ ha glac'hariñ, evit sevel ha plantañ.
A-raok ma em boa da stummet er c'hof, em boa da anavezet, a-raok ma oas deuet eus ar mammog, em boa da santelaet ha da lakaet da brofed evit ar broadoù.
Hag an AOTROU a astennas e zorn hag a stokas ouzh va genoù. Hag an AOTROU a lavaras din: Setu, lakaet em eus va c'homzoù ez kenoù.
Abaoe an trizekvet bloaz eus Jozia mab Amon roue Juda betek hiziv, ez eus tri bloaz warn-ugent ma'z eo bet komz an AOTROU disklêriet din, hag em eus komzet ouzhoc'h, komzet adalek ar beure, met n'hoc'h eus ket selaouet.
Evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel: Skriv en ul levr an holl gomzoù am eus lavaret dit.
Neuze an holl bennoù a gasas Jehudi mab Netania mab Shelemia mab Kushi da gavout Baruk, evit lavarout dezhañ: Kemer ez torn ar roll ac'h eus lennet ennañ ouzh divskouarn ar bobl, ha deus. Baruk mab Nerija a gemeras eta ar roll en e zorn hag a zeuas d'o c'havout.
Baruk a respontas: Lavarout a rae din eus e c'henoù an holl gomzoù, hag e skriven anezho el levr gant liv.
P'en doe Jehudi lennet teir pe peder follenn, ar roue a droc'has al levr gant kanived ar skrib hag en taolas e tan an oaled, ken na voe kuzumet ar roll en e bezh gant tan an oaled.
Ha diwar-benn Jojakim roue Juda e lavari: Evel-henn e komz an AOTROU: Devet ec'h eus ar roll en ur lavarout: Perak ec'h eus skrivet ar gerioù-se: Roue Babilon a zeuio a-dra-sur, hag e tistrujo ar vro-mañ, hag e tiverko tud ha loened?
Te eta a yelo hag a lenno er roll ec'h eus skrivet diouzh va genoù, komzoù an AOTROU ouzh divskouarn ar bobl, e-barzh ti an AOTROU da zeiz ar yun. O lenn a ri ouzh divskouarn holl re Juda a vo deuet eus o c'hêrioù.
Setu ar gomz en deus disklêriet ar profed Jeremiaz da Varuk mab Nerija, pa skrive en ul levr ar c'homzoù-mañ diouzh genoù Jeremiaz, er pevare bloaz eus Jojakim mab Jozia, roue Juda:
Jeremiaz a skrivas en ul levr an holl zroug a zlee dont war Vabilon, an holl gomzoù-mañ skrivet a-enep Babilon.
Neuze em eus lavaret: Setu, e teuan, o Doue, evit ober da volontez, evel ma’z eo skrivet diwar va fenn e roll al levr.