Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 36:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Baruk a respontas: Lavarout a rae din eus e c'henoù an holl gomzoù, hag e skriven anezho el levr gant liv.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 36:18
7 Referencias Cruzadas  

Kemer dit ur roll levr, ha skriv warnañ an holl gomzoù am eus lavaret dit a-enep Israel, a-enep Juda hag a-enep an holl vroadoù, abaoe an deiz ma em eus komzet ouzhit, abaoe deizioù Jozia, betek hiziv.


Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz er gerioù-se, goude m'en doa devet ar roue ar roll hag ar c'homzoù en doa Baruk skrivet diouzh genoù Jeremiaz:


Jeremiaz a gemeras eta ur roll all, a roas da Varuk mab Nerija, ar skrib. Hemañ a skrivas diouzh genoù Jeremiaz holl gomzoù al levr en doa Jojakim roue Juda devet dre an tan. Ha kalz a gomzoù heñvel a voe c'hoazh lakaet ouzhpenn.


Jeremiaz a c'halvas eta Baruk mab Nerija. Ha Baruk a skrivas diouzh genoù Jeremiaz war ar roll levr, holl gomzoù an AOTROU en doa lavaret dezhañ.


Setu ar gomz en deus disklêriet ar profed Jeremiaz da Varuk mab Nerija, pa skrive en ul levr ar c'homzoù-mañ diouzh genoù Jeremiaz, er pevare bloaz eus Jojakim mab Jozia, roue Juda:


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos