Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 36:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

29 Ha diwar-benn Jojakim roue Juda e lavari: Evel-henn e komz an AOTROU: Devet ec'h eus ar roll en ur lavarout: Perak ec'h eus skrivet ar gerioù-se: Roue Babilon a zeuio a-dra-sur, hag e tistrujo ar vro-mañ, hag e tiverko tud ha loened?

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 36:29
21 Referencias Cruzadas  

An anken hag an enkrez a spouron anezhañ, gwasket eo ganto evel gant ur roue prest da vont d'an emgann,


rak e sav e zorn a-enep Doue, hag en em sav a-enep an Holl-C'halloudeg.


Hag e kasi da netra va barnedigezh? Hag e kondaoni ac'hanon evit ma vi reishaet?


evel ar re a varn un den kablus evit ur gomz hepken, a stegn pechoù d'ar reizher ouzh an nor, a ro lamm d'an den reizh gant o zouelloù.


hag a lavar d'an diouganerien: Na welit ket! ha d'ar brofeded: Na brofedit ket ar wirionez, lavarit traoù plijus, profedit touelloù,


Gwalleur d'an hini a glemm a-enep e grouer, pa'z eo ur pod e-touez ar podoù-pri; met ar pri, hag e lavaro d'ar poder: Petra a rez? Pebezh labour! Ha ne'c'h eus ket daouarn?


Rak troet em eus va dremm a-enep ar gêr-mañ, evit ober an droug ha nann ar mad, eme an AOTROU. Lakaet e vo etre daouarn roue Babilon, hag e tevo anezhi dre an tan.


Ober a rin war ar vro-se an holl gomzoù am eus disklêriet a-enep dezhi, kement a zo skrivet el levr-mañ, ar pezh en deus Jeremiaz profedet a-enep an holl vroadoù-se.


setu e kasin hag e kemerin holl bobloù an hanternoz, eme an AOTROU, ha Nebukadnezar roue Babilon va servijer, hag o lakain da zont a-enep ar vro-mañ hag a-enep hec'h holl dud hag a-enep an holl vroadoù tro-dro. Hag o lakain da verz, hag e rin anezho ur glac'har hag ur goapaerezh, ur gouelec'h peurbadus.


Perak e profedez en anv an AOTROU o lavarout: An ti-mañ a vo evel Silo, hag ar gêr-mañ a vo gwastet ha ne vo ken a dud enni? Hag an holl bobl a vodadas en-dro da Jeremiaz e ti an AOTROU.


Ar brofeded hag a zo bet a-raok din hag a-raok dit, abaoe pell 'zo, o deus profedet a-enep meur a vro hag a-enep rouantelezhioù bras, ar brezel, ar glac'har hag ar vosenn.


Rak Sedesia roue Juda en doa e zastumet eno hag en doa lavaret dezhañ: Perak e profedez o lavarout: Evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da lakaat ar gêr-mañ etre daouarn roue Babilon, hag e tapo anezhi,


Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: El lec'h-mañ, ur gouelec'h hep den na loen, hag en e holl gêrioù, e vo lochennoù evit ar vêsaerien, a lakaio o zropelloù da ziskuizhañ enno.


P'en doe Jehudi lennet teir pe peder follenn, ar roue a droc'has al levr gant kanived ar skrib hag en taolas e tan an oaled, ken na voe kuzumet ar roll en e bezh gant tan an oaled.


o lavarout: Ha n’hon eus ket difennet start ouzhoc’h kelenn en anv-se? Ha setu, leuniet hoc’h eus Jeruzalem gant ho kelennadurezh hag e fell deoc’h lakaat gwad an den-se da gouezhañ warnomp!


met mar deu eus Doue, ne c’hellot ket e zistrujañ. Diwallit na vefe kavet ho pefe graet brezel da Zoue.


Ha fellout a ra deomp hegasiñ gwarizi an Aotrou? Ha kreñvoc’h ez omp egetañ?


An hini a glevfe komzoù ar vallozh-se hag en em vennigfe en e galon o lavarout: Peoc'h am bo pa gerzhin e c'hoantadoù va c'halon, o stagañ ar vezventi ouzh ar sec'hed,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos