Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 36:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Neuze an holl bennoù a gasas Jehudi mab Netania mab Shelemia mab Kushi da gavout Baruk, evit lavarout dezhañ: Kemer ez torn ar roll ac'h eus lennet ennañ ouzh divskouarn ar bobl, ha deus. Baruk mab Nerija a gemeras eta ar roll en e zorn hag a zeuas d'o c'havout.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 36:14
12 Referencias Cruzadas  

Holl bennoù an dud a vrezel hag o zud a glevas en doa roue Babilon lakaet Gedalia mab Ahikam da c'houarnour. Neuze e teujont da gavout Gedalia e Mizpa: Ismael mab Netania, Johanan mab Kareak, Seraja mab Tanumed an Netofatad, Jaazania mab ur Maakatian, int hag o zud.


Kemer dit ur roll levr, ha skriv warnañ an holl gomzoù am eus lavaret dit a-enep Israel, a-enep Juda hag a-enep an holl vroadoù, abaoe an deiz ma em eus komzet ouzhit, abaoe deizioù Jozia, betek hiziv.


Hag ar roue a gasas Jehudi da gerc'hat ar roll. E gemer a reas e kambr Elishama ar skrib, hag en lennas ouzh divskouarn ar roue hag ouzh divskouarn an holl bennoù en em zalc'he e-kichen ar roue.


Jeremiaz a c'halvas eta Baruk mab Nerija. Ha Baruk a skrivas diouzh genoù Jeremiaz war ar roll levr, holl gomzoù an AOTROU en doa lavaret dezhañ.


Neuze e teujont da gavout Gedalia e Mizpa: Ismael mab Netania, Johanan ha Jonatan mibien Kareak, Seraja mab Tanumed, mibien Efai an Netofatad, Jezania mab ur Maakatian, int hag o zud.


Johanan mab Kareak ha pennoù ar strolladoù a oa gantañ a gemeras an nemorant eus ar bobl o doa lamet digant daouarn Ismael mab Netania, an dud tapet gantañ e Mizpa goude bezañ lazhet Gedalia mab Ahikam, an dud a vrezel, ar maouezed, ar vugale hag ar spazhidi; hag int a zegasas anezho en-dro eus Gabaon.


en abeg d'ar Galdeiz. Aon o doa dirazo, peogwir en doa Ismael mab Netania lazhet Gedalia mab Ahikam, lakaet da c'houarnour war ar vro gant roue Babilon.


Komz an AOTROU a voe disklêriet da Sofonia mab Kushi, mab Gedalia, mab Ameria, mab Ezekiaz, en deizioù Jozia mab Amon, roue Juda.


Setu, e kasan ac’hanoc’h evel deñved e-touez ar bleizi, bezit eta evezhiek evel naered ha eeun evel koulmed.


N’ho pet ket aon dirak ar re a lazh ar c’horf ha ne c’hellont ket lazhañ an ene. Doujit kentoc’h an hini a c’hell lakaat an ene hag ar c’horf er gehenn.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos