Dre ma'z eo bet tener da galon, ma ec'h eus en em izelaet dirak an AOTROU pa ec'h eus klevet ar pezh am eus disklêriet a-enep al lec'h-mañ hag a-enep e dud a vo glac'haret ha milliget, dre ma ec'h eus roget da zilhad, ha ma ec'h eus gouelet dirazon, me ivez am eus klevet, eme an AOTROU.
Evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da gas ur gwalleur war al lec'h-mañ ha war e dud, an holl vallozhioù a zo skrivet el levr a zo bet lennet dirak roue Juda.