Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 36:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 e tiskennas da di ar roue, da gambr ar skrib, ha setu, an holl bennoù a oa azezet eno, Elishama ar skrib, Delaja mab Shemaja, Elnatan mab Akbor, Gemaria mab Shafan, Sedesia mab Hanania, hag an holl bennoù.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 36:12
13 Referencias Cruzadas  

hag e roas an urzh-mañ d'an aberzhour Hilkija, da Ahikam mab Shafan, da Akbor mab Mikaja, da Shafan ar skrib, ha da Asaja servijer ar roue, o lavarout:


Hilkija an aberzhour, Ahikam, Akbor, Shafan hag Asaja a yeas da gavout Hulda ar brofedez, gwreg Shallum mab Tikva mab Harhaz, diwaller an dilhad. Hi a oa e chom e Jeruzalem, en eil karter. Hag e komzjont outi.


D'an triwec'hvet bloaz eus ar roue Jozia, ar roue a gasas Shafan mab Azalia mab Meshullam, ar skrib, da di an AOTROU, en ur lavarout:


Triwec'h vloaz e oa Jojakin pa zeuas da roue, hag e renas tri miz e Jeruzalem. E vamm a oa anvet Nehushta merc'h Elnatan, eus Jeruzalem.


Priñsed Juda, o vezañ klevet an traoù-se, a bignas eus ti ar roue da di an AOTROU, hag ec'h azezjont ouzh dor Nevez ti an AOTROU.


Hag ar roue Jojakim a gasas tud d'an Ejipt, Elnatan mab Akbor hag hiniennoù all gantañ d'an Ejipt.


Met dorn Ahikam mab Shafan a voe gant Jeremiaz, hag e harzas outo d'e lakaat etre daouarn ar bobl da vezañ lakaet d'ar marv.


Koulskoude Elnatan, Delaja ha Gamaria a bedas ar roue na zevje ket ar roll, met eñ ne selaouas ket outo.


Ar pennoù a lavaras d'ar roue: Ra vo lakaet an den-se d'ar marv, digalonekaat a ra an dud a vrezel a van er gêr hag an holl bobl, en ur gomz dezho evel-se. Rak an den-se ne glask ket ar mad met gwalleur ar bobl-mañ.


D'ar seizhvet miz, Ismael mab Netania mab Elishama, a lignez roueel, unan eus re vras ar roue, ha dek den gantañ, a zeuas da gavout Gedalia mab Ahikam e Mizpa. Hag e tebrjont eno a-gevret, e Mizpa.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos