15 Hag e lavarjont dezhañ: Azez aze, ha lenn ouzh hon divskouarn. Ha Baruk a lennas ouzh o divskouarn.
Ar skrib Shafan a lavaras ivez d'ar roue: An aberzhour Hilkija en deus roet din ul levr. Ha Shafan a lennas ennañ dirak ar roue.
Kerkent ha ma klevjont ar c'homzoù-se, e voent spontet etrezo, hag e lavarjont da Varuk: A-dra-sur e lavarimp d'ar roue an holl gomzoù-se.
Hag ar roue a gasas Jehudi da gerc'hat ar roll. E gemer a reas e kambr Elishama ar skrib, hag en lennas ouzh divskouarn ar roue hag ouzh divskouarn an holl bennoù en em zalc'he e-kichen ar roue.