Jeremiaz 32:32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
en abeg d'an holl zroug o deus graet mibien Israel ha mibien Juda evit va c'hounnariñ, int, o rouaned, o fennoù, o aberzhourien hag o frofeded, tud Juda ha tud Jeruzalem.
Abaoe deizioù hon tadoù betek hiziv ez omp gwall gablus, hag en abeg d'hon direizhder ez omp bet gwerzhet, ni, hor rouaned, hon aberzhourien, etre daouarn ar broioù-mañ, d'ar c'hleze, d'ar sklavelezh, d'ar preizherezh, ha d'ar vezh war hon dremm evel hiziv.
da briñsed a zo disent ha kenseurted laeron; holl e karont an donezonoù hag e redont war-lerc'h ar goproù, ne roont ket e wir d'an emzivad, kaoz an intañvez ne zeu ket betek enno.
Met a-dra-sur e raimp kement en deus disklêriet hor genoù: Ni a ginnigo ezañs da rouanez an neñvoù, ni a raio evadkinnigoù dezhi, evel hon eus graet, ni, hon tadoù, hor rouaned hag hor pennoù, e kêrioù Juda hag e straedoù Jeruzalem. Neuze hor boa hor gwalc'h a vara, eürus e oamp, ha ne welemp ket a walleur.
An ezañs a ginnigec’h e kêrioù Juda hag e straedoù Jeruzalem, c'hwi, ho tadoù, ho rouaned, ho pennoù ha pobl ar vro, hag-eñ n'en deus ket bet soñj anezhañ an AOTROU? Ha n'eo ket aet betek e galon?
Aotrou, hervez da reizhder, distro da gounnar ha da fulor diouzh kêr Jeruzalem, da venez santel, rak en abeg d'hor pec'hedoù ha da zireizhder hon tadoù, ez eo Jeruzalem ha da bobl un dismegañs d'an holl re a zo en-dro deomp.
Dit-te, Aotrou, eo ar reizhder, ha deomp-ni eo ar vezh war hon dremm, evel hiziv da dud Juda, d'annezidi Jeruzalem ha da holl Israel, d'ar re a zo tost ha d'ar re a zo pell, en holl vroioù ma ec'h eus o c'haset e-barzh, en abeg d'ar gwalloù o deus graet ez keñver.