Manase a skuilhas ivez gwad didamall e-leizh, betek leuniañ Jeruzalem penn-da-benn, en tu-hont d'e bec'hed en doa lakaet Juda da bec'hiñ drezañ, en ur ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU.
An aoter a oa e Betel, an uhellec'h bet graet gant Jeroboam mab Nebad, an hini en doa lakaet Israel da bec'hiñ, an aoter-se hag an uhellec'h a ziskaras, hag e tevas an uhellec'h, hag en lakaas e poultr, hag e tevas an Ashera.
Rak an AOTROU en doa lavaret: Lemel a rin Juda ivez a-zirak va dremm, evel ma em eus lamet Israel, hag e taolin kuit kêr Jeruzalem am eus dibabet, hag an ti ma em boa lavaret diwar e benn: Va anv a vo aze.
Jeruzalem he deus gwall bec'het, setu perak ez eo deuet da vezañ un heug. An holl re hec'h enore a zispriz anezhi, rak gwelet o deus he noazhder. Hi hec'h-unan a hirvoud hag a zistro he fenn.
Aotrou, hervez da reizhder, distro da gounnar ha da fulor diouzh kêr Jeruzalem, da venez santel, rak en abeg d'hor pec'hedoù ha da zireizhder hon tadoù, ez eo Jeruzalem ha da bobl un dismegañs d'an holl re a zo en-dro deomp.
Jeruzalem, Jeruzalem, te hag a lazh ar brofeded hag a veinata ar re a zo kaset dit, pet gwech em eus c’hoantaet dastum da vugale evel ma tastum ur yar he foñsined dindan he divaskell, ha n’eo ket bet fellet deoc’h!