Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 44:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 An ezañs a ginnigec’h e kêrioù Juda hag e straedoù Jeruzalem, c'hwi, ho tadoù, ho rouaned, ho pennoù ha pobl ar vro, hag-eñ n'en deus ket bet soñj anezhañ an AOTROU? Ha n'eo ket aet betek e galon?

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 44:21
19 Referencias Cruzadas  

Hi a lavaras da Elia: Petra a zo etre me ha te, den Doue? Ha deuet out da'm zi evit degas din soñj eus va drougiezh, hag evit lakaat va mab da vervel?


Na'z pez ket soñj eus hon direizhder tremenet, ra hasto da druez dont d'hor c'havout, rak deuet omp gwall ezhommek.


AOTROU, na gounnar ket, na zalc'h ket soñj da viken eus hon direizhder. Setu, sell, da bobl ez omp holl.


Rak, o Juda, kement a zoueoù ac'h eus hag a gêrioù! Ha kement a straedoù a zo e Jeruzalem hag a aoterioù hoc'h eus savet d'an euzhuster, aoterioù evit kinnig ezañs da Vaal.


Evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn ar bobl-mañ: Karout a reont mont amañ hag ahont, ne harzont ket ouzh o zreid, hag an AOTROU n'en em blij ket ganto, soñj en deus bremañ eus o direizhder hag e kastiz o fec'hedoù.


en abeg d'an holl zroug o deus graet mibien Israel ha mibien Juda evit va c'hounnariñ, int, o rouaned, o fennoù, o aberzhourien hag o frofeded, tud Juda ha tud Jeruzalem.


Met a-dra-sur e raimp kement en deus disklêriet hor genoù: Ni a ginnigo ezañs da rouanez an neñvoù, ni a raio evadkinnigoù dezhi, evel hon eus graet, ni, hon tadoù, hor rouaned hag hor pennoù, e kêrioù Juda hag e straedoù Jeruzalem. Neuze hor boa hor gwalc'h a vara, eürus e oamp, ha ne welemp ket a walleur.


Jeremiaz a lavaras neuze d'an holl bobl, d'ar baotred, d'ar maouezed, ha d'an holl re o doa respontet dezhañ:


Hag ankounac'haet hoc'h eus torfedoù ho tadoù, torfedoù rouaned Juda, torfedoù o gwragez, ho torfedoù deoc'h hoc'h-unan, ha torfedoù ho kwragez, graet e bro Juda hag e straedoù Jeruzalem?


savet ec'h eus un dosenn, graet ec'h eus un uhellec'h war bep leurgêr,


Ne lavaront ket en o c'halon ma em befe soñj eus o holl fallentez. Bremañ o oberoù a c'hronn anezho, dirak va dremm emaint.


An AOTROU en deus touet dre c'hloar Jakob: Biken n'ankounac'hain o holl oberoù!


An AOTROU a welas kement-se, hag e voe hegaset, imoret dre e vibien hag e verc'hed.


Kement-se, ha n'eo ket kuzhet em c'hichen? Ha n'eo ket siellet em zeñzorioù?


Ar gêr vras a voe lodennet e teir lodenn ha kêrioù ar broadoù a voe diskaret. Doue en doe soñj eus Babilon vras evit reiñ dezhi hanaf gwin e gounnar daer.


rak he fec’hedoù a zo pignet betek an neñv ha Doue en deus bet soñj eus he direizhderioù.


Kae bremañ, sko war Amalek, ha laka da verz ar pezh en deus, n'espern ket anezhañ, met laka d'ar marv ar wazed hag ar maouezed, ar vugale hag ar re a zen, an ejened hag an deñved, ar c'hañvaled hag an ezen.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos