Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 44:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

22 An AOTROU n'en deus ket fellet dezhañ e c'houzañv pelloc'h, en abeg da zrougiezh hoc'h oberoù, en abeg d'an traoù euzhus hoc'h eus graet, en doare ma'z eo troet ho pro en ur gouelec'h, en ur souezh hag en ur vallozh, hep na vefe den o chom ennañ, evel ma vez gwelet hiziv.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 44:22
40 Referencias Cruzadas  

Rak emaomp o vont da zistrujañ al lec'h-mañ, dre ma'z eo bras dirak an AOTROU ar c'hri a-enep tud al lec'h-mañ. An AOTROU en deus hon degaset evit e zistrujañ.


An AOTROU a lavaras: Va Spered ne stourmo ket da viken gant an den rak n'eo nemet kig; e zeizioù a vo kant ugent vloaz.


Disprizet o doa e reolennoù, hag e emglev en doa graet gant o zadoù, hag e destenioù en doa douget en o enep. Aet e oant war-lerc'h traoù a netra, o tont da vezañ netra o-unan, ha war-lerc'h ar broadoù a oa en-dro dezho, petra bennak m'en doa difennet an AOTROU dezho ober evelto.


Abalamour da-se, setu ar pezh a lavar an Aotrou, AOTROU an armeoù, Galloudeg Israel: A! Plijadur am bo eus va stourmerien, hag en em veñjiñ a rin eus va enebourien!


Ne'c'h eus ket prenet din, evit arc'hant, korz-frondus, ne'c'h eus ket leuniet ac'hanon gant druzoni da aberzhoù, met va bec'hiet ec'h eus en abeg da'z pec'hedoù, va skuizhet ec'h eus gant da zireizhder.


Hag Izaia a lavaras: Selaou, o ti David! Ha re nebeut eo evidoc'h skuizhañ an dud, ma skuizhit ivez va Doue?


Va dilezet ec'h eus, eme an AOTROU, aet out a-dreñv, neuze ec'h astennan va dorn warnout hag e tistrujan ac'hanout. Skuizh on o kaout truez ouzhit.


evit ober eus o bro ur glac'har, ur goapaerezh peurbadus. An holl re a dremeno a vo souezhet hag a hejo o fenn.


Ti David, evel-henn e komz an AOTROU: Roit gwir adalek ar beure, dieubit an hini gwasket eus daouarn ar mac'homer, gant aon na zeufe va c'hounnar da darzhañ evel un tan, ha na entanfe hep ma vefe den d'e vougañ, en abeg da zrougiezh hoc'h oberoù.


Setu perak evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel, diwar-benn ar vêsaerien a beur va fobl: Stlabezet hoc'h eus va deñved, o c'haset hoc'h eus kuit, n'hoc'h eus ket graet war o zro. Setu ez an d'ober war ho tro en abeg da zrougiezh hoc'h oberoù, eme an AOTROU.


Hag e rin dezho bezañ ur spont evit o gwalleur, dre holl rouantelezhioù an douar, evit bezañ un dismegañs, ur flemmadenn, ur c'hoapadenn, ur vallozh, en holl lec'hioù ma em bo o c'haset.


An holl vro-mañ a vo un distruj hag ur rivin, hag ar broadoù-mañ a vo sujet da roue Babilon e-pad dek vloaz ha tri-ugent.


da Jeruzalem ha da gêrioù Juda, d'he rouaned ha d'he friñsed, evit ober anezho ur rivin, ur glac'har, ur c'hoapadenn hag ur vallozh, evel ma weler hiziv,


Dilezet en deus e dinell evel ul leon yaouank: o bro a zo gwastet, en abeg da wrez an heskiner, en abeg d'e gounnar entanet.


me a lakaio an ti-mañ evel Silo, hag e rin eus ar gêr-mañ ur vallozh evit holl vroadoù an douar.


Hag e redin war o lerc'h gant ar c'hleze, an naonegezh hag ar vosenn, hag e rin dezho bezañ ur spont evit holl rouantelezhioù an douar, ur vallozh, ur souezh, ur c'hoapadenn, un dismegañs, d'an holl vroadoù am bo o c'haset en o zouez,


dre ma n'o deus ket selaouet va c'homzoù, eme an AOTROU, pa gasen dezho va servijerien, ar brofeded, am eus kaset adalek ar beure, ha n'hoc'h eus ket selaouet, eme an AOTROU.


Da holl amourouzien o deus da ankounac'haet, n'int ket e chal ganit, rak skoet em eus warnout evel ma skoer war un enebour, evel ma kastizer un den garv, en abeg da liester da fallagriezhoù ha da vraster da bec'hedoù.


Setu ez an da reiñ un urzh, eme an AOTROU, hag e tegasin anezho en-dro a-enep ar gêr-mañ, hag e stourmint outi, hag e tapint anezhi, hag he devint dre an tan. Hag e lakain kêrioù Juda da vezañ ur gouelec'h, hep den ebet.


Bezit amdroc'het evit an AOTROU ha lamit pod-mezenn ho kalonoù, tud Juda hag annezidi Jeruzalem, gant aon na zeufe va fulor er-maez evel un tan, ha na entanfe hep na vefe den da vougañ anezhañ, en abeg da fallentez hoc'h oberoù.


Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Evel va c'hounnar, evel va fulor a zo bet skuilhet war dud Jeruzalem, evel-se e vo skuilhet va fulor warnoc'h pa viot aet d'an Ejipt. Hag e viot eno ur vallozh, ur souezh, ur c'hoapadenn, un dismegañs, ha ne welot ken al lec'h-mañ.


Kemer a rin nemorant Juda, ar re o deus troet o dremm evit mont da vro Ejipt hag evit chom eno, hag e vint kaset da get, hag e kouezhint e bro Ejipt dre ar c'hleze ha dre an naonegezh, adalek ar bihanañ betek ar brasañ, e varvint dre ar c'hleze ha dre an naonegezh, hag e vint ur vallozh, ur souezh, ur c'hoapadenn, un dismegañs.


Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Gwelet hoc'h eus an holl zroug am eus graet dont war Jeruzalem ha war holl gêrioù Juda. Ha setu emaint hiziv ur gouelec'h, n'eus den o chom enno,


Neuze va c'hounnar ha va fulor a zo bet skuilhet, hag o deus entanet kêrioù Juda ha straedoù Jeruzalem, a zo deuet da vezañ ur gouelec'h hag ur glac'har, evel ma vez gwelet hiziv.


Roit eskell da Voab, rak a-dra-sur e nijo. E gêrioù a zeuio da vezañ ur gouelec'h, ne vo den o chom enno.


Ha ne gastizin ket evit an traoù-se, eme an AOTROU, ha n'en em veñjo ket va ene eus un hevelep broad?


Hag e ouezo ar broadoù ez eo aet ti Israel en harlu en abeg d'e zireizhder, rak pec'het o deus a-enep din. Setu perak em eus kuzhet va dremm outo, hag em eus o lakaet etre daouarn o enebourien, hag ez int kouezhet holl dre ar c'hleze.


Sevenet e vo va c'hounnar, hag e paouezo va fulor warno, hag em bo keuz. Pa em bo sevenet va fulor a-enep dezho, e ouezint penaos me an AOTROU am eus komzet em gwarizi.


Israel holl en deus torret da lezenn, hag en em zistroet evit chom hep klevout da vouezh. Neuze ar vallozh hag al le a zo skrivet e lezenn Moizez, servijer Doue, a zo kouezhet warnomp, rak hon eus pec'het a-enep dezhañ.


Sevenet en deus ar c'homzoù en doa lavaret a-enep deomp hag a-enep hor barnerien o deus hor barnet, lakaet en deus da zont warnomp ur boan vras, rak dindan an neñvoù ne oa ket c'hoarvezet evel m'eo c'hoarvezet e Jeruzalem.


Setu ez an da waskañ ac'hanoc'h, evel ma wask ur c'harr leun a vandos.


Skuizhet hoc'h eus an AOTROU gant ho komzoù, hag e lavarit: E petra hon eus e skuizhet? Pa lavarit: Piv bennak a ra an droug a zo mat dirak daoulagad an AOTROU, hag ennañ eo e kemer plijadur; pe: Pelec'h emañ Doue ar reizhder?


Petra lavarout mar en deus Doue, o fellout dezhañ diskouez e gounnar ha reiñ da anavezout e c’halloud, gouzañvet gant ur basianted vras podoù a gounnar graet evit ar gollidigezh,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos