Hag e lidjont gant levenez gouel ar bara hep goell e-pad seizh devezh, rak an AOTROU en doa o laouenaet, o vezañ distroet war-zu enno kalon roue Asiria, evit nerzhekaat o daouarn e labour ti Doue, Doue Israel.
Jeremiaz 30:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e teuio diouto trugarekadennoù ha kriadennoù a levenez, hag e kreskin anezho, ne vihanaint ken, hag ec'h enorin anezho, ne vint ken izelaet. |
Hag e lidjont gant levenez gouel ar bara hep goell e-pad seizh devezh, rak an AOTROU en doa o laouenaet, o vezañ distroet war-zu enno kalon roue Asiria, evit nerzhekaat o daouarn e labour ti Doue, Doue Israel.
Hag an holl bobl a yeas da zebriñ ha da evañ, da gas lodennoù, ha da ober ur fest vras, rak komprenet o doa ar c'homzoù a oa roet da anavezout dezho.
Evel-se, holl vodadeg ar re a oa deuet diouzh an harlu a reas logelloù, hag ec'h azezjont el logelloù-se. Mibien Israel n'o doa ket graet un hevelep tra abaoe deizioù Jozue mab Nun, betek an deiz-se. Hag e voe ul levenez vras.
Aze e-lec'h n'eus spont ebet, ez eont da vezañ leuniet a spouron, rak Doue a stlabezo eskern ar re a gamp a-enep dit. O rentañ a ri mezhek rak Doue en deus o zaolet kuit.
En deiz-se e lavari: Da veuliñ a ran, o AOTROU, rak kounnaret e oas em enep, met da gounnar a zo sioulaet, ha va frealzet ec'h eus.
Kresket ec'h eus ar vroad, AOTROU, kresket ec'h eus ar vroad, hag ar c'hloar a zo roet dit. Astenn holl harzoù an douar!
Un deiz Jakob a wrizienno, Israel a vleunio hag a daolo bountoù, hag e vo leuniet gant o frouezh dremm an douar.
Ar re zic'haouet gant an AOTROU a zistroio drezañ, hag e teuint da Sion gant kanaouennoù trec'h, ul levenez peurbadus a vo war o fenn, bez' o devo levenez ha laouenidigezh, ar boan hag ar c'hlemmvan a dec'ho kuit.
Dasprenidi an AOTROU a zistroio hag a zeuio da Sion gant kanaouennoù trec'h. Ul levenez peurbadus a vo war o fennoù, bez' e vo joa ha levenez ganto, hag e tec'ho kuit ar glac'har hag an hirvoudoù.
Rak an AOTROU a frealzo Sion, frealziñ a raio he lec'hioù glac'haret, ober a raio un Eden gant he gouelec'h, hag ul liorzh eus an AOTROU gant he douaroù disec'h. Joa ha levenez en em gavo en he c'hreiz, gant meuleudioù ha kanaouennoù.
Laoskit a-gevret kriadennoù a levenez, o dismantroù Jeruzalem! Rak an AOTROU en deus frealzet e bobl ha dasprenet Jeruzalem.
Setu e c'halvi ar vroad n'anavezes ket, hag ar broadoù n'anavezent ket ac'hanout a zeredo da'z c'havout, abalamour d'an AOTROU da Zoue ha da Sant Israel en devo roet gloar dit.
An heol ne vo ken da sklêrijenn e-pad an deiz, gouloù al loar ne sklêrijenno ket ac'hanout, met an AOTROU a vo evidout ur sklêrijenn beurbadus, ha da Zoue a vo da c'hloar.
Ar bihanañ a zeuio da vezañ ur miliad, hag an disterañ ur vroad c'halloudus. Me an AOTROU a hasto kement-mañ en amzer dereat.
Emañ an inizi en gortoz ac'hanon, listri Tarsiz da gentañ, evit degas da vibien a-ziabell gant o arc'hant hag o aour, abalamour da anv an AOTROU da Zoue ha da anv Sant Israel en deus roet gloar dit.
Dont a reor eus kêrioù Juda, a-ziwar droioù Jeruzalem, eus bro Venjamin, eus ar vro izel, eus ar menez, eus ar c'hreisteiz, da zegas loskaberzhoù, aberzhoù, donezonoù hag ezañs, hag e vo degaset aberzhoù a veuleudi da di an AOTROU.
Pa ho po kresket ha liesaet war an douar, en deizioù-se, eme an AOTROU, ne vo ken komzet eus arc'h emglev an AOTROU. Ne zistroio ken d'ar soñj, ne vo ken meneget, ne vo ken gweladennet, ne vo ket adc'hraet.
Setu e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma hadin ti Israel ha ti Juda, gant had tud ha gant had loened.
Me az savo c'hoazh, hag e vi savet, o gwerc'hez Israel! Kinklet e vi c'hoazh gant da daboulinoù, hag ez i er-maez e-touez korolloù laouen.
Evel na c'heller ket niveriñ arme an neñvoù, na muzuliañ traezh ar mor, evel-se e kreskin lignez David va servijer hag al Levited a servij ac'hanon.
Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: C'hoazh en em lezin kaout truez ouzh ti Israel, evit ober kement-mañ dezho: Kreskiñ a rin an dud evel un tropell.
Neuze e profedis evel ma oa bet gourc'hemennet din, hag ar spered a zeuas enno, hag e vevjont, hag en em zalc'hjont war o zreid. Un arme vras-meurbet e oant.
Hag e rin ganto un emglev a beoc'h, a vo un emglev peurbadus ganto. O diazezañ a rin hag o liesain, hag e lakain va santual en o c'hreiz da viken.
Me a c'hwitello dezho hag e tastumin anezho, rak o dasprenet em eus, hag e liesaint evel m'o deus liesaet.
En deiz-se, an AOTROU a ziwallo tud Jeruzalem, hag an hini dinerzhañ en o zouez a vo en deiz-se evel David, ha ti David a vo evel Doue, evel ael an AOTROU dirazo.
hag e lavaras dezhañ: Red, komz ouzh an den yaouank-se o lavarout: Annezet e vo Jeruzalem hep moger, en abeg d'an dud ha d'al loened niverus a vo en he c'hreiz.
Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Yun ar pevare miz, yun ar pempvet miz, yun ar seizhvet miz, ha yun an dekvet miz, a zeuio da vezañ evit ti Juda plijusted ha levenez, ha gouelioù a laouenidigezh. Met karit ar wirionez hag ar peoc'h.
evit ma teuio amprouenn ho feiz, priziusoc’h eget an aour a ya da goll hag a zo koulskoude amprouet dre an tan, da dreiñ evidoc’h e meuleudi, enor ha gloar, da emziskuliadur Jezuz-Krist.