Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 33:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

22 Evel na c'heller ket niveriñ arme an neñvoù, na muzuliañ traezh ar mor, evel-se e kreskin lignez David va servijer hag al Levited a servij ac'hanon.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 33:22
23 Referencias Cruzadas  

Ober a rin ma vo da lignez evel poultr an douar; mar gell unan bennak kontañ poultrenn an douar, da lignez ivez a vo kontet.


Neuze e kasas anezhañ er-maez hag e lavaras: Sell etrezek an neñv ha kont ar stered, mar gellez o c'hontañ. Hag e lavaras: Evel-se e vo da lignez.


me a vennigo ac'hanout a-dra-sur, hag e kreskin da lignez a-dra-sur evel stered an neñvoù hag evel an traezh a zo war vord ar mor, ha da'z lignez e vo dalc'h dor hec'h enebourien.


Da lignez a vo evel poultr an douar; hag en em strewi er c'huzh-heol hag er sav-heol, en hanternoz hag er c'hreisteiz, hag holl diegezhioù an douar a vo benniget ennout hag ez lignez.


Holl binvidien an douar a zebro ivez hag a stouo, an holl re a ziskenn war-zu ar poultr hag an hini na c'hell ket mirout e vuhez a blego dirazañ.


Mirout a rin dezhañ va madelezh da viken, ha va emglev a zo asuret dezhañ.


da lignez a vije evel an traezh, ha diskennidi da gof evel e c'hreun, da anv ne vije ket bet lamet na diverket a-zirazon.


Hag en o zouez ivez e kemerin hiniennoù da vezañ aberzhourien ha Levited, eme an AOTROU.


Hag e teuio diouto trugarekadennoù ha kriadennoù a levenez, hag e kreskin anezho, ne vihanaint ken, hag ec'h enorin anezho, ne vint ken izelaet.


Evel-henn e komz an AOTROU: Mar gell an neñvoù en nec'h bezañ muzuliet, mar gell diazezoù an douar en traoñ bezañ furchet, neuze e taolin kuit holl ouenn Israel, en abeg da gement o deus graet, eme an AOTROU.


an aberzhourien Levited ne vankint biken dirazon eus un den da ginnig loskaberzhoù, da lakaat da vogediñ donezonoù, d'ober aberzhoù bemdez.


Komz an AOTROU a voe disklêriet da Jeremiaz er gerioù-se:


Neuze e profedis evel ma oa bet gourc'hemennet din, hag ar spered a zeuas enno, hag e vevjont, hag en em zalc'hjont war o zreid. Un arme vras-meurbet e oant.


Met an aberzhourien Levited, mibien Zadok, o deus miret servij va santual, pa o deus diheñchet diouzhin mibien Israel, int a dostaio ouzhin evit va servijañ hag en em zalc'ho dirazon evit kinnig din lard ha gwad, eme an Aotrou AOTROU.


Koulskoude niver mibien Israel a vo evel traezh ar mor na c'heller na muzuliañ na kontañ. Hag e c'hoarvezo penaos el lec'h-se ma oa bet lavaret dezho: N'oc'h ket va fobl, e vo lavaret dezho: Mibien an Doue bev!


Me a c'hwitello dezho hag e tastumin anezho, rak o dasprenet em eus, hag e liesaint evel m'o deus liesaet.


En deiz-se, an AOTROU a ziwallo tud Jeruzalem, hag an hini dinerzhañ en o zouez a vo en deiz-se evel David, ha ti David a vo evel Doue, evel ael an AOTROU dirazo.


hag e lavaras dezhañ: Red, komz ouzh an den yaouank-se o lavarout: Annezet e vo Jeruzalem hep moger, en abeg d'an dud ha d'al loened niverus a vo en he c'hreiz.


Dre-se eus un den hepken hag a oa dija dinerzhet, eo bet ganet ur vandenn a dud ken niverus evel stered an neñv, evel traezh aod ar mor ha na c’hell ket bezañ kontet.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos