Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 31:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

27 Setu e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma hadin ti Israel ha ti Juda, gant had tud ha gant had loened.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 31:27
8 Referencias Cruzadas  

Sevel a ra ar paour eus ar glac'har, hag e laka da greskiñ an tiegezhioù evel tropelloù.


Hag e teuio diouto trugarekadennoù ha kriadennoù a levenez, hag e kreskin anezho, ne vihanaint ken, hag ec'h enorin anezho, ne vint ken izelaet.


Liesaat a rin warnoc'h an dud, holl di Israel, ar c'hêrioù a vo annezet, hag al lec'hioù gwastet a vo adsavet.


Liesaat a rin warnoc'h an dud hag al loened, a gresko hag a frouezho. Me a raio deoc'h bezañ o chom evel gwechall, hag e rin deoc'h muioc'h a vad eget en deroù, hag e ouiot ez on me an AOTROU.


Rak setu, e teuan d'ho kavout hag e troan etrezek ennoc'h, hag e viot labouret hag hadet.


Hag e hadin anezhi evidon en douar. Hag em bo truez ouzh Lo-Rukama, hag e lavarin: Va fobl, da Lo-Ammi. Hag e lavarint din: Va Doue!


O stlabezet em eus e-touez ar pobloù, met er broioù pell o devo soñj ac'hanon, hag e vevint gant o mibien, hag e tistroint.


An AOTROU da Zoue a raio dit kreskiñ e madoù, e kement a ri gant da zaouarn, e frouezh da gof, e frouezh da loened, e frouezh da zouar, rak an AOTROU en devo a-nevez plijadur oc'h ober vad dit, evel m'en deus bet plijadur gant da dadoù,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos