Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Jeremiaz 31:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

28 Evel ma em eus eveshaet warno evit tennañ, evit diskar, evit pilat, evit distrujañ hag evit noazout, evel-se ec'h eveshain warno evit sevel hag evit plantañ, eme an AOTROU.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 31:28
24 Referencias Cruzadas  

O! Perak n'on ken evel er mizioù a-wechall, evel en deiz ma tiwalle Doue ac'hanon,


Neuze ar pobloù a zoujo anv an AOTROU, hag holl rouaned an douar da c'hloar,


An AOTROU eo a sav Jeruzalem, a zastum re stlabezet Israel,


Ra veulo anezhañ an neñvoù hag an douar, ar morioù ha kement a fiñv enno!


Sell, lakaet em eus ac'hanout hiziv war ar broadoù ha war ar rouantelezhioù, evit diframmañ ha diskar, evit distrujañ ha glac'hariñ, evit sevel ha plantañ.


Hag an AOTROU a lavaras din: Gwelet mat ec'h eus, rak ec'h eveshaan war va c'homz evit he c'has da benn.


Hag e sellin outo gant ul lagad madelezhus, hag o degasin en-dro d'ar vro-mañ, hag e tiazezin anezho ha n'o distrujin ken, hag e plantin anezho ha n'o zennin ken.


Hag em bo levenez en ur ober vad dezho, hag e plantin anezho er vro-mañ e wirionez, a-greiz va c'halon ha va holl ene.


Rak evel-henn e komz an AOTROU: Evel ma em eus graet d'an holl zroug bras-se dont war ar bobl-mañ, evel-se e rin dont warno d'an holl vad a brometan dezho.


Mar kendalc'hit da chom er vro-mañ, ho savin ha n'ho tistrujin ket, ho plantin ha n'ho tennin ket, rak keuz am eus d'an droug am eus graet deoc'h.


Setu ec'h eveshaan outo evit an droug ha nann evit ar mad. Hag holl dud Juda a zo e bro Ejipt a vo kaset da get dre ar c'hleze ha dre an naonegezh, betek na vo ken hini anezho.


Lavarout a ri eta dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Setu e tiskarin ar pezh am eus savet, hag e tennin ar pezh am eus plantet, da lavarout eo an holl vro-mañ.


Met tennet eo bet gant fulor ha taolet d'an douar, avel ar sav-heol he deus disec'het he frouezh, he skourroù kreñv a zo bet torret ha disec'het, an tan en deus pulluc'het anezho.


Liesaat a rin warnoc'h an dud, holl di Israel, ar c'hêrioù a vo annezet, hag al lec'hioù gwastet a vo adsavet.


Hag an AOTROU a zo bet evezhiek gant ar boan en deus lakaet da zont warnomp, rak an AOTROU hon Doue a zo reizh en e holl oberennoù en deus graet, ha n'hon eus ket sentet ouzh e vouezh.


Anavez eta ha kompren: Adalek ermaeziadenn ar gomz o kemenn distreiñ hag adsevel Jeruzalem, betek ar Mesiaz, ar Priñs, e vo seizh sizhun ha div sizhun ha tri-ugent. Ar straedoù hag ar c'hleuzioù a vo adsavet, met en un amzer fall.


En amzer-se ec'h adsavin tabernakl David a zo kouezhet, aozañ a rin ar freuzoù ha sevel an diskaroù, hag ec'h adsavin anezhañ evel ma oa en deizioù a-wechall,


Hag e lakain da zistreiñ harluidi va fobl Israel, hag e savint ar c'hêrioù gwastet hag e chomint enno, hag e plantint gwini, hag ec'h evint gwin diouto, hag e raint liorzhoù, hag e tebrint frouezh diouto.


Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Evel ma em eus soñjet ober droug deoc'h p'o deus ho tadoù atahinet va brouez, eme AOTROU an armeoù, ha ne'm eus ket bet keuz,


evel-se em eus divizet er c'hontrol, en deizioù-mañ, ober vad da Jeruzalem ha da di Juda. N'ho pet ket aon!


Goude-se e tistroin hag ec’h adsavin teltenn David a oa kouezhet, sevel a rin a-nevez he dismantroù hag e lakain anezhi en he sav,


An AOTROU da Zoue a raio dit kreskiñ e madoù, e kement a ri gant da zaouarn, e frouezh da gof, e frouezh da loened, e frouezh da zouar, rak an AOTROU en devo a-nevez plijadur oc'h ober vad dit, evel m'en deus bet plijadur gant da dadoù,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos