Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Zakaria 12:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 En deiz-se, an AOTROU a ziwallo tud Jeruzalem, hag an hini dinerzhañ en o zouez a vo en deiz-se evel David, ha ti David a vo evel Doue, evel ael an AOTROU dirazo.

Ver Capítulo Copiar




Zakaria 12:8
53 Referencias Cruzadas  

Petra eo an den ma ec'h eus soñj anezhañ? Ha mab an den ma taolez evezh outañ?


Lavaret em eus: C’hwi a zo doueed, mibien an Uhel-Meurbet oc’h c’hwi holl!


Hag en em dennas ael Doue a yae dirak kamp Israel, mont a reas a-dreñv dezho. Hag en em dennas ar golonenn a goabrenn a oa a-raok dezho, en em zalc'has a-dreñv dezho.


Me a gaso un ael dirazout, hag e kasin kuit ar Gananeiz, an Amoreaned, an Hitited, ar Ferezianed, an Hevianed hag ar Jebuziz,


Sklêrijenn al loar a vo evel sklêrijenn an heol, ha sklêrijenn an heol a vo seizh gwech vrasoc'h, evel sklêrijenn seizh deiz, pa lieno an AOTROU gouli e bobl, ha pa bareo ar gloazioù graet dre e daolioù.


Evel-henn en deus komzet an AOTROU ouzhin: Evel ma yud al leon, al leon yaouank war e breizh, pa'z eo galvet mesaerien a-niver a-enep dezhañ, evel n'eo ket spontet gant o mouezh ha n'en deus ket aon rak an niver anezho, evel-se e tiskenno AOTROU an armeoù da stourm war Venez Sion ha war e grec'hienn.


Hini ebet eus ar re a zo o chom eno ne lavaro: Me 'zo klañv. Ar bobl o chom enni en deus bet ar pardon eus he direizhder.


Evel-henn e komz an AOTROU, Dasprener Israel, e Sant, d'an hini a vo disprizet gant an dud, euzhus d'ar bobl, sklav ar renerien: Rouaned a welo anezhañ hag e savint, priñsed ivez hag e stouint dirazañ, abalamour d'an AOTROU a zo feal, ha da Sant Israel en deus da zibabet.


Disprizet ha distaolet gant an dud, den a c'hlac'har, kustumet ouzh ar boan, evel un den a zistroer an dremm dioutañ, disprizet eo ha ne reer van ebet anezhañ.


En o holl enkrezioù eo bet enkrezet, ael e zremm en deus o dieubet, eñ e-unan en deus o dasprenet en e garantez hag en e drugarez, o harpet en deus, o douget en deus en deizioù a wechall.


Rak e profedont gevier deoc'h, evit ma'z eot pell eus ho pro, evit ma kasin ac'hanoc'h kuit ha ma varvot.


Met truez am bo ouzh ti Juda, o saveteiñ a rin dre an AOTROU o Doue, ha ne savetein ket anezho dre ar wareg, na dre ar c'hleze, na dre ar brezelioù, na dre ar c'hezeg, na dre ar varc'hegerien.


An AOTROU en deus ivez ur prosez gant Juda. Kastizañ a raio Jakob evit e hentoù, hag e taskoro dezhañ hervez e oberoù


Goude-se, mibien Israel a zistroio, hag e klaskint an AOTROU o Doue ha David o roue. Hag e teuint gant doujañs da gavout an AOTROU hag e vadelezh, en deizioù diwezhañ.


Grit klezeier eus ho soc'hioù, ha goafioù eus ho filzier, ha ra lavaro an hini gwan: Me a zo kreñv.


pemp ac’hanoc’h a redo war-lerc’h kant ha kant ac’hanoc’h a redo war-lerc’h dek mil, hoc’h enebourien a gouezho dirazoc’h dre ar c’hleze;


Ha nemorant Jakob a vo e-kreiz ar broadoù, e-touez pobloù niverus, evel ul leon e-touez loened ar goadeg, evel ul leon yaouank e-touez tropelloù deñved, a vac'h hag a ziframm pa dremen, ha den ne zieub.


Ar broadoù en gwelo ha mezh o devo gant o holl c'halloud. Lakaat a raint o dorn war o genoù, hag o divskouarn a vo bouzar.


Na laouena ket diwar va fenn, te va enebourez! Mard on kouezhet, ec'h adsavin, mard on azezet en deñvalijenn, an AOTROU a vo va sklêrijenn.


Efraim a vo evel un den kadarn; o c'halon a vo laouen evel dre ar gwin. O mibien en gwelo hag a laouenaio, o c'halon a sartaio en AOTROU.


Ha me a vo eviti, eme an AOTROU, ur voger-tan a-dro-war-dro dezhi, ha me a vo ar c'hloar en he c'hreiz.


An AOTROU a vo gwelet a-us dezho, hag e vir a yelo evel al luc'hed. An Aotrou AOTROU a sono ar shofar hag a yelo e korventenn ar c'hreisteiz.


Hag e kampin en-dro da'm zi en abeg d'an arme hag en abeg d'ar re a zo o vont hag o tont. Ar gwasker ne dremeno ken warno, rak bremañ e sellan outi gant va daoulagad.


Setu ez an da gas va c'hannad, hag e kempenno an hent a-raok din. Hag a-daol-trumm ez aio en e dempl an AOTROU a glaskit, hag Ael an emglev a c'hoantait. Setu e teu, eme AOTROU an armeoù.


Setu, ar werc’hez a vo brazez hag a c’hano ur mab a vo galvet Emanuel, da lavarout eo: Doue ganeomp.


a zo deuet eus lignez an tadoù, ha diouto eo deuet Krist hervez ar c’hig, an hini a zo Doue dreist an holl draoù, benniget da virviken. Amen.


Hep arvar bras eo mister an doujañs-Doue: Doue a zo en em ziskouezet er c’hig, reishaet dre ar Spered, gwelet gant an aeled, prezeget e-touez ar broadoù, kredet er bed, savet er gloar.


o deus mouget nerzh an tan, o deus en em ziwallet diouzh troc’h ar c’hleze, o deus yac’haet eus o c’hleñvedoù, int bet didrec’hus er brezel, o deus lakaet war dec’h armeoù estrañjour.


Unan ac'hanoc'h a redo war-lerc'h mil, rak an AOTROU ho Toue eo an hini a stourm evidoc'h, evel m'en deus lavaret deoc'h.


Me eo an Alfa hag an Omega, ar c’hentañ hag an diwezhañ, ar penn-kentañ hag an diwezh.


Me Jezuz, am eus kaset va ael evit rentañ deoc’h testeni eus an traoù-mañ en Ilizoù. Me eo gwrizienn ha lignez David, steredenn lugernus ar beure.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos