Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Zakaria 12:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Hag an AOTROU a savetaio da gentañ teltennoù Juda, evit na savo ket gloar ti David ha gloar tud Jeruzalem dreist Juda.

Ver Capítulo Copiar




Zakaria 12:7
20 Referencias Cruzadas  

E gwirionez mar en em savit a-enep din, mar rebechit din an dismegañs m'en em gavan enni,


Ra vo mezhek ha toutek an holl re a laouena em gwalleur! Ra vo gwisket a vezh hag a spont ar re a sav lorc'hus a-enep din!


Rak ac'hanout-te, AOTROU, on en gortoz. Te a responto, Aotrou va Doue!


An drougiezh a zo en he c'hreiz, ar waskerezh hag ar faosted ne bellaont ket diouzh e straedoù.


AOTROU an armeoù eo an hini en deus divizet ar mennad-se, evit izelaat pep gloar lorc'hus, evit mezhekaat holl re vrasañ an douar.


Evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da zegas en-dro re zalc'het teltennoù Jakob hag em bo truez eus e dinelloù. Ar gêr a vo adsavet war hec'h uhelenn hag ar palez a vo adlakaet en e lec'h.


En amzer-se ec'h adsavin tabernakl David a zo kouezhet, aozañ a rin ar freuzoù ha sevel an diskaroù, hag ec'h adsavin anezhañ evel ma oa en deizioù a-wechall,


Torret e voe en deiz-se, hag evel-se ar re baourañ eus an tropell, ar re a sellas ouzhin, a anavezas e oa komz an AOTROU.


Respont a reas din o lavarout: Houmañ eo komz an AOTROU disklêriet da Zorobabel o lavarout: N'eo ket dre c'halloud na dre nerzh met dre va Spered, eme AOTROU an armeoù.


En eur-se, Jezuz a dridas gant levenez er Spered-Santel hag a lavaras: Da veuliñ a ran, Tad, Aotrou an neñv hag an douar, ma ec’h eus kuzhet an traoù-se ouzh ar re fur hag ouzh ar re skiantek, ha ma ec’h eus o disklêriet d’ar vugale. Ya, Tad, kement-se a zo evel-se dre ma ec’h eus e gavet mat.


Pelec’h eta emañ an abeg d’en em reiñ gloar? Kaset eo kuit. Dre beseurt lezenn? Dre hini an oberoù? Nann, met dre lezenn ar feiz.


Selaouit, va breudeur karet-mat, ha Doue n’en deus ket dibabet ar re baour eus ar bed-mañ evit ma vint pinvidik er feiz hag heritourien ar rouantelezh en deus prometet d’ar re a gar anezhañ?


Er c’hontrol e ro ur c’hras vrasoc’h. Dre-se, ar Skritur a lavar: Doue a harp ouzh ar re ourgouilhus, met reiñ a ra gras d’ar re uvel.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos