Kae ha lavar da Zavid: Evel-henn e komz an AOTROU: Tri zra a ginnigan dit, dibab unan anezho, hag e rin hervezañ.
Jeremiaz 30:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak me a zo ganit, eme an AOTROU, evit da zieubiñ. Peurzistrujañ a rin an holl vroadoù am boa da stlabezet en o zouez, met te, ne zistrujin ket ac'hanout holl, da gastizañ a rin gant muzul, met ne'z talc'hin ket evit didamall. |
Kae ha lavar da Zavid: Evel-henn e komz an AOTROU: Tri zra a ginnigan dit, dibab unan anezho, hag e rin hervezañ.
a vir e drugarez betek ar milvet rumm, a bardon an direizhder, an disentidigezh hag ar pec'hed, met na zalc'h ket an hini kablus evit didamall, hag a gastiz fazioù an tadoù war o mibien ha war vibien o mibien betek an trede hag ar pevare rumm.
Me eo an hini a ziverk da zisentidigezh abalamour din-me, ha ne'm bo ken soñj eus da bec'hedoù.
Kemerit kuzul a-unan hag e vo kaset kuit, komzit hag ho komz a vo diefed, rak Doue a zo ganeomp.
Ober a raint brezel ouzhit, met ne drec'hint ket warnout, rak ez on ganit evit dieubiñ ac'hanout, eme an AOTROU.
Va c'hastiz, AOTROU, koulskoude dre vuzul, nann hervez da gounnar, gant aon na'm c'hasfes da netra.
Me a raio dit bezañ ur voger arem kreñvaet evit ar bobl-mañ. Ma reont brezel dit, ne drec'hint ket warnout, rak e vin ganit evit da saveteiñ ha da zieubiñ, eme an AOTROU.
Evel-henn e komz an AOTROU: An holl vro a vo nemet drasterezh, met ne gasin ket an distruj da benn.
Pignit war he mogerioù ha diskarit anezho, met na gasit ket an distruj da benn, lamit ar brankoù-se rak n'int ket d'an AOTROU.
Evel ma profeden, Pelatia mab Benaja a varvas. Neuze e kouezhis war va dremm hag e kriis a vouezh uhel o lavarout: A! Aotrou AOTROU! Ha fellout a ra dit kas da netra nemorant Israel?
Koulskoude e lezin un nemorant ac'hanoc'h, a dec'ho dirak ar c'hleze e-touez ar broadoù, pa viot stlabezet e meur a vro.
Ne rin ket hervez tan va c'hounnar, ha ne zistroin ket da zistrujañ Efraim, rak Doue ez on ha nann un den. Ar Sant ez on ez kreiz, ne zistroin ket gant fulor.
En desped da-se, pa vint e bro o enebourien, ne daolin ket kuit anezho ha ne’m bo ket euzh outo evit kas anezho holl da get hag evit terriñ va emglev ganto. Me eo an AOTROU o Doue.
Setu, ar werc’hez a vo brazez hag a c’hano ur mab a vo galvet Emanuel, da lavarout eo: Doue ganeomp.
hag o teskiñ dezho mirout kement am eus gourc’hemennet deoc’h. Ha setu, emaon ganeoc’h bemdez betek fin ar bed. Amen.
rak me a zo ganit ha den ne lakaio e zorn warnout d’ober droug dit, rak ur bobl vras am eus er gêr-mañ.
rak an AOTROU da Zoue a zo un Doue trugarezus, na'z tilezo ket ha na'z tistrujo ket, na n'ankounac’haio ket emglev da dadoù, en deus touet dezho.