La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Jeremiaz 3:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Anzav da zireizhder, ma'z out en em savet a-enep an AOTROU da Zoue, ma ec'h eus troet amañ-ahont da gammedoù etrezek an diavaezidi dindan pep gwezenn c'hlas, ha ma ne'c'h eus ket selaouet va mouezh, eme an AOTROU.

Ver Capítulo



Jeremiaz 3:13
22 Referencias Cruzadas  

Ha re eus gouenn Israel, o vezañ en em zispartiet diouzh an holl ziavaezidi, en em zalc'has hag a anzavas o fec'hedoù ha direizhder o zadoù.


An hini a guzh e bec'hedoù ne raio ket berzh, met an hini o anzav hag o dilez en devo trugarez.


oc'h en em dommañ gant idoloù dindan pep gwezenn c'hlas, o lazhañ ar vugale en traoniennoù dindan toulloù ar reier?


Evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn ar bobl-mañ: Karout a reont mont amañ hag ahont, ne harzont ket ouzh o zreid, hag an AOTROU n'en em blij ket ganto, soñj en deus bremañ eus o direizhder hag e kastiz o fec'hedoù.


Anzav a reomp hon drougiezh, AOTROU, direizhder hon tadoù, rak pec'het hon eus a-enep dit.


Dre ma ec'h eus abaoe pell torret da yev ha dispennet da ereoù, lavaret ec'h eus: Ne vin ken er sklavelezh! Met war bep krec'hienn uhel ha dindan pep gwezenn c'hlas ec'h eus stouet evel ur c'hast.


Harz da droad da vezañ divot, ha da c'houzoug da gaout sec'hed. Met lavaret ec'h eus: Dispi eo! Nann, rak karout a ran an diavaezidi, hag ez in war o lerc'h.


Sav da zaoulagad etrezek an uhellec'hioù ha sell: Pelec'h ne'c'h eus ket gastaouet? En em zerc'hel a raes war an hentoù evel un Arab er gouelec'h, ha saotret ec'h eus ar vro dre da c'hastaouerezh ha da zrougiezh.


Gourvezet omp en hor mezh, ha goloet gant hon dismegañs! Rak pec'het hon eus a-enep an AOTROU hon Doue, ni hag hon tadoù, adalek hor yaouankiz ha betek hiziv, ha n'hon eus ket sentet ouzh mouezh an AOTROU hon Doue.


An AOTROU a lavaras din en deizioù ar roue Jozia: Ha gwelet ec'h eus ar pezh he deus graet Israel an adfeilherez? Aet eo war bep menez uhel ha dindan pep gwezenn c'hlas d'en em reiñ d'ar gasterezh.


Met n'o deus ket selaouet, n'o deus ket roet o skouarn, heuliet o deus kuzulioù ha kaleter o c'halon fall, hag int en em zistroet a-dreñv e-lec'h dont da'm c'havout.


Met n'o deus ket selaouet, n'o deus ket roet o skouarn, reudet o deus o gouzoug, graet o deus gwashoc'h eget o zadoù.


Met fiziet ec'h eus en da gaerded ha gastaouet en abeg da'z anv, ha koufonet ec'h eus da c'hastaouerezh da bep tremeniad oc'h en em reiñ dezhañ.


Hag ez in kuit, hag e tistroin da'm lec'h, betek ma'c'h anavezint ez int kablus ha ma klaskint va dremm. En o enkrez, e klaskint ac'hanon gant pres.


Distrujañ a reot an holl lec'hioù m'o devo servijet enno o doueoù ar broadoù emaoc'h o vont da gas kuit, war ar menezioù uhel, war ar c'hrec'hiennoù ha dindan kement gwezenn c'hlas.