Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 14:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

20 Anzav a reomp hon drougiezh, AOTROU, direizhder hon tadoù, rak pec'het hon eus a-enep dit.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 14:20
21 Referencias Cruzadas  

Neuze e lavaras David da Natan: Pec'het em eus dirak an AOTROU! Hag e lavaras Natan da Zavid: An AOTROU en deus pellaet da bec'hed, ne varvi ket,


Met David a voe tamallet en e galon goude m'en doa niveret ar bobl, hag e lavaras David d'an AOTROU: Graet em eus ur pec'hed bras oc'h ober an dra-se, ha bremañ, o AOTROU, pardon me az ped direizhder da servijer, rak graet em eus evel un diskiant!


Ha re eus gouenn Israel, o vezañ en em zispartiet diouzh an holl ziavaezidi, en em zalc'has hag a anzavas o fec'hedoù ha direizhder o zadoù.


Kanañ a raio dirak an dud o lavarout: Pec'het em boa, diskaret em boa ar gwir, ha n'eo ket bet va foan kevatal,


Roet em eus da anavezout dit va fec'hed ha ne'm eus ket kuzhet ouzhit va direizhder. Lavaret em eus: Anzav a rin va disentidigezh d'an AOTROU. Ha te ac'h eus lamet poan va fec'hed.  Ehan


Mar doug hon direizhder testeni a-enep deomp, gra evit da anv, o AOTROU! Rak hon dianzavadurioù a zo niverus, pec'het hon eus a-enep dit.


Anzav da zireizhder, ma'z out en em savet a-enep an AOTROU da Zoue, ma ec'h eus troet amañ-ahont da gammedoù etrezek an diavaezidi dindan pep gwezenn c'hlas, ha ma ne'c'h eus ket selaouet va mouezh, eme an AOTROU.


Gourvezet omp en hor mezh, ha goloet gant hon dismegañs! Rak pec'het hon eus a-enep an AOTROU hon Doue, ni hag hon tadoù, adalek hor yaouankiz ha betek hiziv, ha n'hon eus ket sentet ouzh mouezh an AOTROU hon Doue.


Perak e chomomp azezet? Bodadit, deomp d'ar c'hêrioù kreñv, ha bezomp didrouz eno, rak an AOTROU hon Doue en deus graet deomp tevel, ha roet deomp dour ampoezonet da evañ, rak hon eus pec'het a-enep an AOTROU.


Sell AOTROU! Me 'zo en estrenvan, va c'hreizon a verv. Va c'halon a zo trubuilhet ennon, rak gwall zisent on bet. En diavaez ar c'hleze en deus graet e zistrujoù, en diabarzh ez eus ar marv.


Pec'het hon eus, disent omp bet, ha ne'c'h eus ket pardonet.


Hon tadoù o deus pec'het ha n'emaint ken, ha ni hon eus douget o direizhder.


Ha bremañ, Aotrou hon Doue, te hag ac'h eus tennet da bobl eus bro Ejipt gant un dorn kreñv, hag ac'h eus graet dit un anv evel ma emañ hiziv, pec'het hon eus, graet hon eus an droug.


Ha pa voe echu dezho da zebriñ geot an douar, e lavaris: Aotrou AOTROU, pardon, me az ped! Penaos e padfe Jakob, rak bihan eo?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos