Hag e tevjont ti Doue, hag e tiskarjont mogerioù Jeruzalem; hec'h holl balezioù a voe devet dre an tan, hag hec'h holl draoù prizius a voe distrujet.
Jeremiaz 21:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Me ho kastizo hervez frouezh hoc'h oberoù, eme an AOTROU, me a enaouo en he c'hoadeg un tan a zevo kement a zo en-dro dezhi. |
Hag e tevjont ti Doue, hag e tiskarjont mogerioù Jeruzalem; hec'h holl balezioù a voe devet dre an tan, hag hec'h holl draoù prizius a voe distrujet.
An den en devo e walc'h a vadoù gant frouezh e c'henoù, hag e vo roet da bep hini hervez labour e zaouarn.
Met p'en devo an AOTROU peurc'hraet e holl oberenn war Venez Sion hag e Jeruzalem, ec'h ensellin frouezh kalon ourgouilhus roue Asiria ha rogentez e zaoulagad otus.
Setu perak an Aotrou, AOTROU an armeoù, a gaso an distruj war e dud kreñv, ha dindan e veurded e vo enaouet ur flammad, evel flammad un tan.
En deiz-se an AOTROU a gastizo arme an nec'h, a zo en nec'h, ha rouaned an douar, a zo war an douar.
Dre da servijerien ec'h eus dismegañset an Aotrou, hag ec'h eus lavaret: Gant niver va c'hirri em eus pignet war-lein ar menezioù, war grec'hioù al Liban. Troc'hañ a rin e wez-sedrez uhelañ hag e wez-siprez kaerañ, mont a rin betek e lein diwezhañ, betek koadeg ar C'harmel.
Olivezenn c'hlas, mat-meurbet dre gaerder he frouezh, evel-se e c'halve an AOTROU ac'hanout. Da drouz ur safar bras ec'h enaou tan enni, hag he brankoù a zo bruzunet.
setu perak eta evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da gastizañ anezho: an dud yaouank a varvo dre ar c'hleze, o mibien hag o merc'hed a varvo dre an naonegezh,
Me an AOTROU a furch ar galon hag a amprou al lounezhi, evit reiñ da bep hini hervez e hentoù, hervez frouezh e oberoù.
Met ma ne selaouit ket ouzhin, evit santelaat deiz ar sabad, evit chom hep dougen bec'h ebet, evit chom hep ober dont-tre dezho dre zorojoù Jeruzalem da zeiz ar sabad, e lakain an tan en he dorojoù, deviñ a raio palezioù Jeruzalem, ha ne vo ket mouget.
Kempenn a ran a-enep dit distrujerien, pep hini gant e armoù, a droc'ho hag a daolo en tan an dibab eus da sedrez.
bras e kuzul, nerzhus e burzhudoù, da zaoulagad a zo digor war holl hentoù mibien an dud, evit reiñ da bep hini hervez e hentoù hag hervez frouezh e oberoù.
Troc'hañ a raint he c'hoadeg, eme an AOTROU, dre ma'z eo diergerzhadus, rak ez int niverusoc'h eget kilheien-raden, ne c'hellont ket bezañ kontet.
An hini lorc'hus a vrañsello hag a gouezho, ha den n'adsavo anezhi, hag ec'h enaouin un tan en he c'hêrioù. Lonkañ a raio hec'h holl drowardroioù.
Deviñ a reas ti an AOTROU, ti ar roue hag holl diez Jeruzalem. An holl diez bras a voe devet dre an tan.
Selaou, douar! Setu ez an da zegas war ar bobl-mañ un droug a vo frouezh o soñj, rak n'o deus ket selaouet ouzh va c'homzoù, ha taolet o deus kuit va lezenn.
Ar c'hwezherez a zo devet, ar plom a deuz gant an tan, en aner eo e teuzer hag ec'h adteuzer, an droug ne zistag ket.
Bruzunet en deus holl nerzhioù Israel en e gounnar entanet. Tennet en deus en a-dreñv e zehou dirak e enebourien. Enaouet en deus e Jakob un tanflamm o lonkañ a bep tu.
Lavar da goadeg ar c'hreisteiz: Selaou komz an AOTROU: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu ez an da enaouiñ un tan en da ziabarzh, a zebro en da greiz pep gwezenn c'hlas ha pep gwezenn sec'h. Ar flamm o teviñ ne varvo ket, an holl ziwar c'horre a vo devet eus ar c'hreisteiz d'an hanternoz.