Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 11:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

22 setu perak eta evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da gastizañ anezho: an dud yaouank a varvo dre ar c'hleze, o mibien hag o merc'hed a varvo dre an naonegezh,

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 11:22
9 Referencias Cruzadas  

Neuze e lakaas da bignat a-enep dezho roue ar Galdeiz, a lazhas o zud yaouank dre ar c'hleze e ti o santual. Ha n'en doe truez nag ouzh an den yaouank, nag ouzh ar werc'hez, nag ouzh ar c'hozhiad, nag ouzh ar blev gwenn, a lakaas holl etre e zaouarn.


Setu perak, ro o mibien d'an naonegezh, dilez-int da c'halloud ar c'hleze, ra vo o gwragez dirannet eus mibien hag intañvezed, ra vo lazhet o gwazed gant ar vosenn, ra vo skoet o zud yaouank gant ar c'hleze er brezel,


Me ho kastizo hervez frouezh hoc'h oberoù, eme an AOTROU, me a enaouo en he c'hoadeg un tan a zevo kement a zo en-dro dezhi.


Hag e kastizin ar re a zo o chom e bro Ejipt, evel ma em eus kastizet Jeruzalem, dre ar c'hleze, dre an naonegezh ha dre ar vosenn,


Setu perak he zud yaouank a gouezho en he straedoù, hag an holl dud a vrezel a soeto en deiz-se, eme an AOTROU.


Rak ar marv a zo pignet dre hor prenestroù, deuet eo en hor palezioù, o lazhañ ar vugale er straedoù hag an dud yaouank el leurennoù.


An den yaouank hag an den kozh a zo gourvezet war an douar er straedoù. Va gwerc'hezed ha va re zibabet a zo kouezhet dre ar c'hleze. Lazhet ec'h eus da zeiz da gounnar, mouget ec'h eus didruez.


Kaset em eus en ho touez ar vosenn evel hini an Ejipt. Lakaet em eus da vervel gant ar c'hleze ho tud yaouank, ho kezeg a zo bet tapet, lakaet em eus da sevel flaeriadur ho kampoù betek ho tivfron. Ha n'oc'h ket distroet ouzhin, eme an AOTROU.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos