Izaia 10:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
12 Met p'en devo an AOTROU peurc'hraet e holl oberenn war Venez Sion hag e Jeruzalem, ec'h ensellin frouezh kalon ourgouilhus roue Asiria ha rogentez e zaoulagad otus.
Evel-se e vo dic'haouet direizhder Jakob, ha setu frouezh pardon e bec'hed: lakaet e vo e poultrenn evel mein-raz holl vein an aoterioù, hag an Asheraoù ha peulioù an heol ne vint ket ken en o sav.
en abeg da-se e kendalc'hin d'ober burzhudoù e-keñver ar bobl-mañ, burzhudoù ha mirakloù, ha furnez ar re fur a vo kaset da get, ha skiant ar re skiantek a vo kaset da netra.
Gwalleur dit, te hag a zistruj ha n'out ket bet distrujet, hag a douell ha n'out ket bet touellet! Pa vo echu ganit distrujañ e vi distrujet, ha pa vo echu ganit touellañ e vi touellet.
Dre ma'z out fuloret a-enep din, dre m'eo pignet da rogoni da'm divskouarn, lakaat a rin va c'hroched ez fronell ha va gweskenn ez muzelloù, hag e lakain ac'hanout da zistreiñ gant an hent ez out deuet gantañ.
C'hwi holl hag a c'hwezh un tan hag a zo gourizet gant elf, it e-barzh flammoù ho tantad hag e-kreiz an elf hoc'h eus enaouet. Digant va dorn eo e teu deoc'h kement-se, e-kreiz ar poanioù e viot gourvezet.
eus ho tireizhder hag eus direizhder ho tadoù, eme an AOTROU, int hag o deus lakaet da vogediñ ezañs war ar menezioù hag o deus va dismegañset war ar c'hrec'hioù. Hag e vuzuilhin en o bruched ar gopr eus ar pezh o deus graet gwechall.
Rak setu, en em lakaan d'ober an droug war ar gêr ma vez galvet va anv warni, ha c'hwi a vefe disamm dioutañ? Ne viot ket disamm, rak ar c'hleze a c'halvin war holl dud an douar, eme AOTROU an armeoù.
Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Dre ma oa uhel a vent ha ma save he beg e-kreiz skoultrigoù fetis, dre ma oa lorc’hus he c'halon eus hec'h uhelder,
evit na vo ken gwezenn douraet ebet uhel a vent, evit na savo ken he beg e-kreiz skoultrigoù fetis, evit n'en em zalc'ho ken en o uhelder ar re a ev dour. Rak e vint holl lakaet d'ar marv e donderioù an douar, e-touez mibien an dud, gant ar re a ziskenn d'ar poull.
Bremañ eta, me Nebukadnezar a veul, a uhela hag a ro gloar da Roue an neñvoù, a zo reizh e holl oberennoù hag eeun e hentoù. Eñ a c'hell izelaat ar re a gerzh gant lorc'h.
Pe lavarit eo mat ar wezenn hag eo mat he frouezh, pe lavarit eo fall ar wezenn hag eo fall he frouezh, rak anavezout a reer ur wezenn diouzh he frouezh.
Met aon am eus rak goapaerezh an enebour, hag e c'hellfe en em douellañ o gwaskerien, hag e c'hellfent lavarout: Hon dorn a zo bet savet, ha n'eo ket an AOTROU en deus graet kement-se.