Me a roio deoc'h en-dro ar bloavezhioù a zo bet debret gant ar c'hilhog-raden, ar viskoulenn, ar preñvig, ar c'hwil-derv, va arme vras am boa kaset a-enep deoc'h.
Rak pignat a raent gant o zropelloù hag o zeltennoù, dont a raent a-leizh, evel kilheien-raden; int hag o c'hañvaled a oa diniver, hag e teuent e-barzh ar vro evit he distrujañ.
Madian, Amalek ha mibien ar reter a oa strewet en traonienn niverus evel kilheien-raden, hag o c'hañvaled a oa diniver evel an traezh a zo war aod ar mor, kement e oa anezho.