Rak setu, emaon o vont da c'hervel holl diegezhioù rouantelezhioù an hanternoz, eme an AOTROU. Dont a raint ha pep hini anezho a lakaio e dron ouzh dorojoù Jeruzalem, hag a-enep he mogerioù en-dro dezhi, hag a-enep holl gêrioù Juda.
Evel-henn e komz an AOTROU: Setu doureier a bign eus an hanternoz; dont a reont da vezañ ur froud o tic'hlannañ, hag e tic'hlannint war ar vro ha war ar pezh a zo enni, ar c'hêrioù hag ar re o chom enno. An dud a laosko kriadennoù, hag holl bobl ar vro a yudo.