Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 46:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

25 Lavaret en deus AOTROU an armeoù, Doue Israel: Setu ez an da gastizañ pobl No, Faraon, an Ejipt, he doueoù, he rouaned, Faraon hag ar re a fizi ennañ.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 46:25
16 Referencias Cruzadas  

En noz-se e tremenin dre vro Ejipt hag e skoin war bep kentañ-ganet e bro Ejipt, adalek an dud betek al loened, hag e rin barnadegoù war holl zoueoù an Ejipt. Me eo an AOTROU .


Diougan diwar-benn an Ejipt. Setu, emañ an AOTROU douget war ur goabrenn skañv, dont a ra en Ejipt, idoloù an Ejipt a gren dirazañ, ha kalon an Ejipsianed a deuz en he c'hreiz.


Evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da lakaat Faraon Hofra roue an Ejipt etre daouarn e enebourien, etre daouarn ar re a glask e vuhez, evel ma em eus lakaet Sedesia roue Juda etre daouarn Nebukadnezar roue Babilon, e enebour a glaske e vuhez.


Yud, Hesbon! Rak Ai a zo distrujet. Garmit, merc'hed Rabba, gwiskit ar sac'h, hirvoudit, redit amañ hag ahont a-hed ar mogerioù! Rak Malkam a yelo d'an harlu gant e aberzhourien hag e bennoù.


Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu em eus droug ouzh Faraon roue an Ejipt, hag e torrin dezhañ e zivrec'h, an hini yac'h hag an hini dorret, hag e lakain ar c'hleze da gouezhañ eus e dorn.


An AOTROU a vo spontus en o enep, rak kas a raio da netra holl zoueoù an douar, ha pep den a stouo dirazañ en e vro, ha zoken holl inizi ar broadoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos