Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 46:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

22 Klevet e vo he mouezh evel hini an naer, kerzhout a raint gant un arme kreñv, hag e teuint a-enep dezhi gant bouc'hili evel koadourien.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 46:22
13 Referencias Cruzadas  

En em ziskouez a reont evel tud o sevel bouc'hili e tevder ur c'hoadeg.


Ar vouc'hal, hag e kavfe gloar diwar-goust an hini a ra ganti? An eskenn, hag en em savfe dreist an hini he laka da fiñval? Evel ma rafe mont ar wialenn d'an hini a sav anezhi, hag evel ma savfe ar vazh ar pezh n'eo ket koad!


Zoken ar gwez-siprez ha gwez-sedrez al Liban a laouena diwar da benn: Abaoe ma'z out kouezhet, den ne bign ken d'hon diskar.


Izelaet e vi, komz a ri evel a-zindan an douar, da c'her a zeuio damvouget gant ar poultr, da vouezh a bigno eus an douar evel hini ur goulennataer speredoù, da c'her a vo evel ur grozmol o tont eus ar poultr.


Dre da servijerien ec'h eus dismegañset an Aotrou, hag ec'h eus lavaret: Gant niver va c'hirri em eus pignet war-lein ar menezioù, war grec'hioù al Liban. Troc'hañ a rin e wez-sedrez uhelañ hag e wez-siprez kaerañ, mont a rin betek e lein diwezhañ, betek koadeg ar C'harmel.


He gopridi ivez a zo en he c'hreiz evel leueoù lart. Int ivez a dro kein dezhi, tec'hout a reont a-gevret, ne zalc'hont ket, rak deiz o glac'har a zo deuet warno, amzer o c'hastiz.


Troc'hañ a raint he c'hoadeg, eme an AOTROU, dre ma'z eo diergerzhadus, rak ez int niverusoc'h eget kilheien-raden, ne c'hellont ket bezañ kontet.


En abeg da-se e hirvoudin hag e c'harmin, mont a rin diwisk hag en noazh, leuskel a rin gouelvanoù evel an aourgon hag e kañvaouin evel ar struskañvaled.


Ar broadoù en gwelo ha mezh o devo gant o holl c'halloud. Lakaat a raint o dorn war o genoù, hag o divskouarn a vo bouzar.


Siprez, huanadit! Rak kouezhet eo ar sedrezenn, ar re gaerañ a zo drastet. Dervennoù Basan, huanadit! Rak diskaret eo ar goadeg difaezhus.


Ar re gentañ a lavaras eta dezho: Bevañ a raint! Met e voent implijet da droc'hañ koad ha da dennañ dour evit an holl vodadenn, evel ma o deus lavaret dezho ar re gentañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos