Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 6:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

29 Ar c'hwezherez a zo devet, ar plom a deuz gant an tan, en aner eo e teuzer hag ec'h adteuzer, an droug ne zistag ket.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 6:29
12 Referencias Cruzadas  

Ar gleuzeur a zo evit an arc'hant hag ar forn evit an aour, met an AOTROU eo an hini a amprou ar c'halonoù.


Ha me am eus lavaret: Labouret em eus en aner, kuzumet em eus didalvoud hag hep frouezh, met va gwir a zo gant an AOTROU, ha va gopr e-kichen va Doue.


Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: Mar distroez, me az tegaso en-dro, hag en em zalc'hi dirazon. Mar dispartiez ar pezh a zo prizius diouzh ar pezh a zo didalvez, e vi evel va genoù. Distreiñ a raint etrezek ennout, met te ne zistroi ket etrezek enno.


Setu perak evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Setu ez an d'o zeuziñ ha d'o amprouiñ, rak penaos e rafen e-giz-all e-keñver merc'h va fobl?


Skuizhañ a ra gant he gevier, he mergl bras n'eo ket distaget diouti, mont a raio he mergl d'an tan.


Drougiezh 'zo en da loustoni. Pa em eus klasket da c'hlanaat, n'out ket deuet da vezañ glan, ha neuze ne vi ken glanaet eus da loustoni, ken na'm bo sevenet va c'hounnar a-enep dit.


Va fobl a zo stag ouzh e emsavadeg em enep. D'an Uhel-Meurbet ez int galvet, met nikun ne uhela anezhañ.


An drederenn-se a lakain da dremen en tan, o furaat a rin evel ma vez puraet an arc'hant, o amprouiñ evel ma vez amprouet an aour. Ar re-se a c'halvo va anv, ha me a selaouo outo, hag e lavarin: Va fobl! Hag e lavarint: An AOTROU eo va Doue.


evit ma teuio amprouenn ho feiz, priziusoc’h eget an aour a ya da goll hag a zo koulskoude amprouet dre an tan, da dreiñ evidoc’h e meuleudi, enor ha gloar, da emziskuliadur Jezuz-Krist.


Re garet-mat, ne vezit ket souezhet ma ez eus ur fornez en ho touez evit hoc’h amprouiñ, evel ma c’hoarvezfe ganeoc’h un dra iskis bennak.


Hemañ a roas an arc'hant en-dro d'e vamm, a gemeras daou c'hant pezh hag o roas d'an teuzer, a reas diouto ur skeudenn gizellet hag ur skeudenn deuzet. Hag e voent e ti Mika.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos