Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Klemmganoù 2:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Bruzunet en deus holl nerzhioù Israel en e gounnar entanet. Tennet en deus en a-dreñv e zehou dirak e enebourien. Enaouet en deus e Jakob un tanflamm o lonkañ a bep tu.

Ver Capítulo Copiar




Klemmganoù 2:3
25 Referencias Cruzadas  

Dre m'o deus va dilezet ha m'o deus lakaet da vogediñ da zoueoù all, evit va c'hounnariñ gant holl oberoù o daouarn, va fulor a vo skuilhet war al lec'h-mañ, ha ne vo ket mouget.


Gwriet em eus ur sac'h war va c'hroc'hen, lakaet em eus va fenn er poultr.


Eno eo e lakain ur c'horn da sevel da Zavid, hag e kempennin ul lamp da'm Olevad.


Perak e tennez da zorn ha da du dehou? Tenn eñ eus da vruched, ha distruj!


Ha me a zisklêrio an traoù-se da viken. Me a gano da Zoue Jakob.


Lavaret em eus d'ar re lorc'hus: Na fougeit ket! Ha d'ar re zrouk: Na savit ket ho korn!


Betek pegoulz, o AOTROU, e vi fuloret hep distag, hag e vo da warizi flammet evel un tan?


bruzunañ a rin dirazañ e enebourien, skeiñ a rin ar re a gasa anezhañ.


Berraet ec'h eus deizioù e yaouankiz, hag e c'holoet ec'h eus a vezh.  Ehan


An den kreñv a vo stoub, e oberoù a vo ur fulenn, an eil hag egile a zevo a-unan, ha ne vo den da lazhañ an tan.


Skuilhet en deus warnañ e gounnar entanet ha feulster ar brezel, hag e voe tan a bep tu en-dro dezhañ met n'en deus ket komprenet, devet eo bet met n'en deus ket taolet evezh.


Me ho kastizo hervez frouezh hoc'h oberoù, eme an AOTROU, me a enaouo en he c'hoadeg un tan a zevo kement a zo en-dro dezhi.


Bezit amdroc'het evit an AOTROU ha lamit pod-mezenn ho kalonoù, tud Juda hag annezidi Jeruzalem, gant aon na zeufe va fulor er-maez evel un tan, ha na entanfe hep na vefe den da vougañ anezhañ, en abeg da fallentez hoc'h oberoù.


Korn Moab a zo troc'het, hag e vrec'h a zo torret, eme an AOTROU.


Setu perak, evel-henn e komz an AOTROU: Setu, va c'hounnar, va fulor a gouezho war al lec'h-mañ, war an dud ha war al loened, war gwez ar parkeier ha war frouezh an douar, va fulor a zevo ha ne vo ket mouget.


Eus an nec'h en deus kaset em eskern un tan a lonk anezho. Stegnet en deus ur roued dindan va zreid. Graet en deus din kouezhañ en a-dreñv ha bezañ mantret ha dinerzh bemdez.


An AOTROU en deus sevenet e fulor, stlabezet e gounnar entanet, hag enaouet e Sion un tan en deus lonket he diazezoù.


Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Em fulor e lakain da darzhañ ur gorventenn, hag em c'hounnar e vo ur glav bras ha grizilhennoù aet en egar, evit distrujañ holl.


Seniñ a ra an drompilh ha pep tra a zo prest, met den ne gerzh d'an emgann, rak emañ va c'hounnar war o holl engroez.


Piv a bado dirak e fulor? Piv a zalc'ho en e sav dirak tan e gounnar? E fulor en em skuilh evel un tan, hag ar reier a zo bruzunet dirazañ.


Rak setu e teu an deiz gwrezus evel ur forn; hag an holl re lorc'hus hag an holl re a ra an droug a vo evel plouz. An deiz-se a zo o tont hag o entano, eme AOTROU an armeoù, ha ne lezo ganto na gwrizienn na skourr.


dre m’en deus savet deomp ur c’horn a Silividigezh e tiegezh David e servijer,


E grouer a zo en e zaouarn, naetaat a raio mat e leur, hag e tastumo ar gwinizh en e solier, met ar pell a zevo en tan na varv ket.


rak un tan a zo bet enaouet em c'hounnar, hag e tevo betek foñs lec'h ar marv, hag e losko an douar hag e frouezh, hag ec'h entano diazezoù ar menezioù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos